Mont d’an endalc’had

Mandril

Eus Wikipedia
Mandril


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Cercopithecidae
Genad : Mandrillus
Anv skiantel
Mandrillus sphinx
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar mandril (Mandrillus sphinx) a zo ur marmouz hag a vev en Afrika.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 60 ha 80 cm eo korf ar mandril, gant ul lost berr (nebeutoc'h eget 10 cm). E bouez zo etre 10 ha 40 kg.

Heverk eo ar par gant e erienoù askornek glas war e zremm. Fas ar barez n'eo ket ken livet. Disheñvel eo ar barez a-fet ment ivez kar n'eo nemet un drederenn eus ar par. Servijout a ra livioù flamm e zremm hag e benn a-dreñv (mouk-sklaer) d'ar par evit diskouez e statud dirak ar parezed.

klopenn ur mandril.

Bevañ a ra a-strolladoù e koadegi gleb. Pep bagad a vev war un dachenn 50 km² bevennet gant merkoù-c'hwesha ha difennet ouzh ar strolladoù all. Ur par pennañ zo er strollad ha gouennañ a ra gant an holl barezed koulz lavaret.

An aliesañ e chom war an douar, nemet diouzh an noz ma pign gant ar gwez. Kerzhet ha redek a ra war e barlochoù.

En em vagañ a ra diwar frouezh, greun, vioù ha loened bihan.

Bep 18 miz e vez ganet unan bihan gant ar barez. Dougen a ra anezhañ stag ouzh he c'hof da gentañ ha, pa vez bras a-walc'h, war he c'hein.

Dre ma vez chaseet ar mandril evit e gig ha distrujet e diriad emañ en arvar hiziv an deiz.

Tiriad ar mandril