Mont d’an endalc’had

Loupard koumoulek

Eus Wikipedia
Loupard koumoulek

N. nebulosa


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Neofelis
Anv skiantel
Neofelis nebulosa
(Griffith, 1821)
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Adwel 01-07-1975
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Al loupard koumoulek (Neofelis nebulosa) a zo ur c'hazheg krenn e vent (60 - 100 cm evit 11 - 20 kg) eus gevred Azia. Ur vlevenn bej pe gell sklaer en deus gant damhirgelc'hioù teñval o bevennoù, heñvel ouzh koumoul. En abeg da frammadur e glopenn e renker anezhañ en ur genad ispisial.

Perzhioù fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'horf tagos en deus al loupard koumoulek hag an dent-lagad hirañ, e-keñver e vent, eus an holl gizhier. An dra-se a lakaas klaskourien 'zo da grediñ e chasee anevaled bras. Hiziv, daoust m'anavezer nebeut a draoù diwar-benn doare-buhez al loen-se, e kreder e hemolc'h anevaled-gwez dreist-holl (evel ar gibboned pe ar makaked) hag un nebeud bronneged bras pe vrasoc'h, kirvi en o zouez, hag evned.

Al loupard koumoulek zo ur pigner peurvat. Ul lost ken hir hag e gorf a c'hell kaout hag e bavioù berr ha gwevn a lak anezhañ da zilec'hiañ er gwez gwelloc'h eget an holl gizhier arall.

Tiriad istorel al loupard koumoulek

Al loupard koumoulek a vev e su Sina, e reter Himalaya, e biz India, e gevred Azia hag en Indonezia. Krediñ a reer ez eo aet da get e Taiwan. Bevañ a ra er c'hoadegoù trovanel pe istrovanel betek 2 000 metr dreist-holl, met e gavout a c'heller er geunioù-mor hag er pradennoù.

3 isspesad a anavezer:

Mibin-tre eo al loupard koumoulek. Er mirvaoù e c'hell chom a-ispilh ouzh ur brank gant e bavioù a-dreñv en ur implijout e lost da virout e blom. Nebeut a draoù a anavezer a-zivout e emzalc'h en natur. Krediñ a reer e hemolc'h oc'h en em lezel da gouezhañ war e breizhoù.

Un aneval-kuzh eo. Krediñ a ra d'ar glaskourien e vev e-unanik war-bouez mare amzer ar gouennadur. Daoust d'ar pezh a greder gwechall e hemolc'h e-pad an deiz ivez.

Ur wech ar bloaz e vez ganet gant ar parezed etre ur c'holen ha pemp kolen goude un dougen a 85 - 93 devezh. Evel kalz kizhier arall eo dall ar re yaouank pa c'hanont. Goude dek devezh hepken e c'hellont gwelout ha n'int ket oberiant nemet goude pemp sizhun. Da zaou vloaz e tizhont o oad-gour war a seblant, met dizalc'h ez int goude dek mizvezh.

Er mirvaoù e c'hell al loupard koumoulek bevañ 17 bloavezh. Berroc'h eo e hoali en natur avat.

Diaes eo lakaat anezho da barañ er mirvaoù kar ar pared a lazh alies ar parezed n'int ket boazet outo.

N'ouzer ket pegement a louparded goumoulek a chom en natur. Krediñ a reer ez eo aet o niver war zigresk en abeg da zistrujadur o annez ha d'an hemolc'h. War stagadenn I ar CITES emañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]