Mont d’an endalc’had

Llanhuadain

Eus Wikipedia
Llanhuadain : an iliz hag ar c'hastell.

Llanhuadain (Llawhaden e saozneg) zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e gevred Sir Benfro. Emañ hanter-hent etre Hwlffordd, er c'hornôg, ha Hendy-gwyn, er reter.

Aspadennoù eus ur c'hastell norman a weler eno, Kastell Llanhuadain, war an uhel. Pennlec'h ur c'hombod e oa Llanhuadain er Grennamzer, kombod Llanhuadain, unan eus an daou gombod hag a oa e kantrev Daugleddau.

Kemeret e voe ar c'hastell norman gant Rhys ap Gruffudd, ar priñs eus Deheubarth, e deroù ar bloavezhioù 1190.

E 2011 e oa 688 a dud o chom e Llanhuadain ha 150 anezho a oa kembraegerien (22,4%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..