Mont d’an endalc’had

Llanfairfechan

Eus Wikipedia
Ur pennad Llanfair zo ivez.
Ar gwel war Llanfairfechan, gant enez Seiriol en diabell.

Llanfairfechan zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. War an aod emañ, war an hent etre Penmaenmawr, er reter, ha Bangor, er c’hornôg. E-keñver melestradurezh eo bet e Sir Gaernarfon, a-raok 1974, e kontelezh Gwynedd goude (1974–1996), hag e distrig Conwy emañ abaoe. Dont a ra kalz touristed da Llanfairfechan e-pad an hañv dre m’emañ war an aod. Annezet e oa gant 3 647 a dud e 2011 ha 46,7% anezho a oa kembraegerien.

Paludoù Morfa Madryn, er c’hornôg, zo aet d’ober ur gwarezva evned. Er su da gêr Llanfairfechan emañ torgennoù kentañ ar c’h-Carneddau.