Le Serpent
Le Serpent[1] (An Naer e brezhoneg) zo ur film gall[2], sevenet gant ar filmaozour gall Henri Verneuil e 1973.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Film spierezh,
- Skoazeller-sevener : Marc Grunebaum,
- Senario : Gilles Perrault ha Henri Verneuil, azasaet diwar ar romant Le treizième suicidé (1969) gant Pierre Nord,
- Kevredadoù produiñ : Euro International Film (Roma), Les Films de La Boétie (?), Rialto Film GmbH (Berlin),
- Produour : Henri Verneuil,
- Rener produiñ : Jacques Juranville,
- Rener ar skeudenniñ : Claude Renoir,
- Ijinour ar son : Jean Rieul,
- Aozer ar sonerezh orin : Ennio Morricone,
- Kinklour : Jacques Saulnier,
- Dilhataerez : Hélène Nourry,
- Frammer : Pierre Gillette,
- Prantad filmañ :,
- Lec'hioù filmañ :,
- Deiziad dont er-maez : 7 a viz Ebrel 1973 ( Bro-C'hall),
- Padelezh : 124'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tra m'edo Aleksei Vlassov, ur c'horonal eus ar c'hKGB, o veajiñ e Bro-C'hall gant e wreg e c'houlenn bod digant ar polis gall ha, damc'houde, ma vo-eñ kaset d'ar c'hannati stadunanat an abretañ ar gwellañ. Dre ma ne deu ket a-benn na Berthon, penn Renerezh Evezhiañ an Tiriad, nag e eiler Tavel da gaout ditour digant an tec'hiad rusian ez eo ret dezhe plegañ ha selaou outañ. Dibab a ra Tatiana Vlassov, gwreg an ofiser, distreiñ da URSS da-gaout he bugale ha fiziet eo Vlassov er CIA. Diskuliadurioù Vlassov a laka an tan da gregiñ er plouz : un nebeud treitourien a zo e servijoù spierezh hag enepspierezh ar C'hornôg ! Ha goude bezañ roet o anv e krog ar gannadenn vras : c'hoarvez a ra un toullad a emlazhioù hag a varvioù iskis e metoù ar servijoù kuzh, en Europa a-bezh. Peadra d'en em c'houlenn piv a raio e vad eus ar saviad a-barzh fin ar gont...
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yul Brynner : ar c'horonal Aleksei Vlassov,
- Henry Fonda : Allan Davies,
- Dirk Bogarde : Philip Boyle,
- Philippe Noiret : Lucien Berthon,
- Michel Bouquet : Tavel,
- Marie Dubois : Suzanne Walter,
- Farley Granger : Rener e karg eus ar servij urzhiataerezh,
- Martin Held : Lepke,
- Virna Lisi : Annabel Lee,
- Guy Tréjan : Robert Deval,
- Jean Desailly : an daneveller,
- Robert Alda, Elga Andersen, Luigi Diberti, Larry Dolgin, André Falcon, François Maistre, Nathalie Nerval, Robert Party, Paola Pitagora, William Sabatier.