Mont d’an endalc’had

Kreizenn dour-ha-tredan Kakhovka

Eus Wikipedia
Ar stankell hag ar greizenn dour-ha-tredan
Kreizenn Nova Kakhovka hag al lenn mirdour.

Kreizenn dour-ha-tredan Kakhovka a oa ur greizenn dour-ha-tredan kement hag ur stankell lec'hiet nepell diouzh Nova Kakhovka, en Ukraina. Ganti e oa bet savet mirva dour Kakhovka. Reiñ a rae an tu da zourañ parkeier bras su Ukraina kement ha norzh Krimea dre ganol Krimea an Norzh.

241 den a laboure er greizenn e miz Here 2015.

Timbr propaganda soviedel eus 1951 o veuliñ steuñvioù URSS evit an dazont.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget e oa bet da sevel ar greizenn e 1950. E 1956 e voe implijet evit gwir.

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar greizenn a zo aloubet gant nerzhioù lu Kevredad Rusia e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia.

Eost 2022, bombezet eo gant tennoù, hervez degemenner an nerzhioù lu rusian Igor Konachenkov, gant nerzhioù lu Ukraina. Teir zurbinenn a chom a-sav a-ziwar c'hwec'h.

Mae 2023, an dour a oa savet d'an uhelañ en istor ar greizenn ha kroget e oa memes da dremen dreist ar stankell. Kêriadennoù bihan nepell a oa bet beuzet. War a seblant e oa bet an dour oc'h uhelaat dre ma oa Rusia o terc'hel re a zorioù serret d'an dour.

D'ar 6 a viz Even 2023, Ukrhydroenergo, implijer ar greizenn a embann eo bet « peurzistrujet ar stankell » goude un darzhadenn o tont eus kreiz ar savadur.

Hervez Ukraina eo bet lakaet da darzhañ gant ar Rusianed, hervez ar Rusianed eo bet bombezet a-ratozh kaer ar stankell gant nerzhioù lu Ukraina [1]. Posupl eo ivez e vije bet ur gwallzarvoud rak re a zour a oa bet dalc'het gant ar stankell gant ar Rusianed ha re nebeut a labourioù a oa bet evit derc'hel ar stankell e stad vat[2].

Betek 22 000 den a rankje bezañ diblaset.

Riskloù evit an endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ma'z eo distrujet ar stankell, dour-beuz a zo hag ur park naturel a vo beuzet gant an dour. Eoul zo bet o redek gant an dour ivez[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]