Mont d’an endalc’had

Krater Chicxulub

Eus Wikipedia
Skeudenn eus mision lec'hiadurezh dre radar an NASA. Diskouez a ra ar c'hrater 180 kilometr treuzkiz. Gwelet a reer dolinoù ("cenotes") tro-dro d'ar c'hrater, a laka da soñjal e oa ul lenn-vor er gleuzenn lezet gant ar stokadenn[1].

Krater Chicxulub (/ˈtʃiːkʃəluːb/) zo ur c'hrater a oa krouet gant ur veteoritenn dezhi tost 10 kilometr treuzkiz a skoas an Douar war-dro 65 milion vloaz zo, da lâret eo da vare diwezh ar c'hretase. Merkañ a ra an darvoud-se fin an Eil hoalad hag ivez unan eus ar steuzidegezhioù meur o deus skoet an Douar. Treuzkiz ar c'hrater, dezhañ 180 kilometr, a ziskouez pegen kreñv e oa an darzhadenn heñvel ouzh "meur a viliard gwezh hini bombezenn Hiroshima[2]. Emañ krater ar veteoritenn-se e-kichen Chicxulub e norzh ledenez Yucatan, e Mec'hiko.

Ar stokadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un asteroidenn pe ur steredenn-lostek dezhi un dek kilometr bennak treuzkiz a vije kouezet war an Douar, ar pezh a vije bet heuliet gant ur gwallreuz bras. Embannet e oa an damkaniezh-se gant Walter Alvarez hag e genseurted e 1980. Alvarez et al. a lavaras e oa bet ur c'hresk trumm eus live an iridium dre ar bed e gouelezennoù eus mare ar steuzidigezh, hag e oa ur brouenn eus ar stokadenn[3] Stoket e vije bet an Douar gant ur c'horf dezhañ war-dro 5 pe 15 kilometr led e-kichen ledenez Yucatán, hag en dije krouet krater Chicxulub, dezhañ 180 km treuzkiz. Ouzhpenn an distrujoù graet gant ar stokadenn hag ar pezh a c'hoarvezas (tsunamioù ha kement zo) e vije bet taolet an Douar a-bezh en deñvalijenn hag er yenijenn e-pad meur a vloaz abalamour d'an drailhoù strinket en aergelc'h gant ar stokadenn, o viret ouzh banneoù an heol da dremen. An deñvalijenn en dije miret ivez ouzh ar fotosintezenn. Heuliet e vije bet gant marv ur bern plant ha dreist-holl hini ar plankton ha goude se hini ur bern spesadoù n'o doa ket boued ken. Ar vartezeadenn-se, harpet gant kalz arguzennoù hiziv, a ro an tu da zisplegañ, un tamm, ar c'hemmoù er feurioù steuzidigezh disheñvel hervez an taksonoù. Ouzhpenn, a-drugarez da zizoloadenn (e miz Ebrel 2008) kenosferennoù (sferennoù mikroskopek a sav pa losk ar glaou hag an eoul-maen krai) e gouelezennoù an enkadenn K-T, ar skiantourien a soñj dezhe e c'hallje bezañ kouezet ar maen-kurun e-kreiz ur gwelead eoul-maen, hag kaset en dije en aergelc'h kementadoù bras a eoul-douar entanet. Un abeg ouzhpenn e vefe evit steuzidigezh trumm ur bern spesadoù[4]. Daoust ma n'haller ket divinout tizh steuzidigezh an dinosaored a-drugarez d'ar c'harrekaennoù hepken, ar patromoù zo bet savet a laka da soñjal e c'hoarvezas buan-kenañ, en ur prantad amzer kontet en eurvezhioù kentoc'h evit e bloavezhioù[5].

E miz gwengolo 2007, klaskerien amerikan renet gant William Bottke eus ar Southwest Research Institute e Boulder e Kolorado, ha skiantourien dchek a implijas drevezadennoù dre urzhiataer da c'houzout eus pelec'h e teue an asteroidenn en doa krouet krater Chicxulub. Jedet o deus gant 90% gwirheñvelder e oa bet darc'haouet un asteroidenn ramz anvet Baptistina, dezhi tro 160 km treuzkiz, e kelc'htro e gourizad asteroidennoù zo etre Meurzh ha Yaou, gant un asteroidenn bihanoc'h ha dizanv dezhi 55 km treuzkiz war-dro 160 milion vloaz zo. Drailhet e oa Baptistina gant ar stokadenn, ha krouet e oa ur strollad asteroidennoù anvet tiegezh Baptistina. Hervez ar jedadennoù, lod eus an drailhennoù a oa kaset e kelc'htroioù a dreuze hent an Douar.unan anezhea oa an maen-kurun 10 km led a skoas ledenez Yucatan 65 milion vloaz zo.

Un displegadenn damheñvel met a sav dael diwarni a lavar e vije kouezhet ur bern stered-lostek abalamour d'ar steredenn Nemesis o treuziñ koumoulennad Oort. Unan pe muioc'h eus ar stered-lostek-se en dije skoet ouzh an Douar d'ar memes mare tamm-pe-damm. Evel e kaz stokadenn un asteroidenn hepken e vije bet heuliet gant gwrezverkoù o kouezhañ trumm, hag heuliet gant ur prantad yen.

Koulskoude ar studiadennoù renet diwar-benn ar c'hrater a ro da soñjal e vefe bet kleuzet 300 000 vloaz a-raok ma c'hoarvezfe an enkadenn veur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Shuttle Radar Topography Mission, NASA, miz Here 2010
  2. "Extinction des dinosaures : un astéroïde en serait bien la cause", Futura Sciences, 9 mars 2010
  3. Alvarezeta l80
  4. Nouvel Obs.com (12/06/2008)La fin des dinosaures.
  5. Robertson D.S., "Survival in the first hours of the Cenozoic", Geological Society of America Bulletin, 30 a viz Gwengolo 2003, levrenn 116, Nnn 5/6, p 760–768