Mont d’an endalc’had

Krac'h

Eus Wikipedia
Krac'h
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Crach / Crac'h
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Alre
Kod kumun 56046
Kod post 56950
Maer
Amzer gefridi
Jean-Loïc Bonnemains
2020-2026
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web www.crach.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 421 ann. (2020)[1]
Stankter 112 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 37′ 05″ Norzh
3° 00′ 01″ Kornôg
/ 47.6180555556, -3.00027777778
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 44 m
Gorread 30,54 km²
Lec'hiañ ar gêr
Krac'h

Krac’h (stumm ofisiel : Crach, stumm implijet gant an ti-kêr : Crac'h) zo ur gumun e Breizh lec'hiet e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan.

Lec'hiadur Krac'h
  • Erwan Vallerie (1995) ː Craz, 1233 ; Crac, 1233 ; Crach, 1262, 1387, 1438 ; Crah, 1442 ; Crach, 1516, 1630.
  • En glazur e benn marc'h en aour ; e gab gwriet ivez en glazur karget gant peder flourdilizenn en aour treustellet.
  • Sturienn ː Douar ha Mor.
  • Degemeret gant ar Gumun e 1973.
  • Brudet eo oa Krac'h evit marc'hadoù kezeg e penn-kentañ an XXvet kantved.
  • Dont a ra douaroù Krac'h eus diempradur ar barrez kozh Kaer a oa Krac'h ha Lokmaria enni gwezhall.
Brezel-bed kentañ
  • 87 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, eleze 4,18 % eus he foblañs e 1911[4].
Eil Brezel-bed
  • D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezh ur c'harr-nij B-17 "Up and at them" eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Kerdavid; en e vourzh e kaver pemp karrnijour marvet, pemp milour all a oa deut a-benn da guitaat ar c'harr-nij en ur lammat a-raok gant o harzoù-lamm, met unan anezhe a varvas memes tra; ar re all a voe tapet gant ar soudarded alaman[5],[6].
  • Mervel a reas 15 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadenniñ

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz ha chapelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kestell ha manerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell ar Plesis-Kaer (XVvet kantved)
  • Kastell Rosnarho (XVvet kantved)
  • Kastell Kerantreizh (dibenn an XVIIIvet kantved) : kavet e vez ar stummoù skrivet Kerantré, Kerentré, Kerentreh ha Kerentrech)
  • Kastell Kergurioné
  • Maner Lokeltaz
  • Maner Kergal
  • Maner Kergleverit

Feunteunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Feunteun Sant-Turiav
  • Feuteun ar Plas-Kaer
  • Feunteun Sant-Armel (er Plas-Kaer)
  • Feunteunioù Lomareg
  • Feunteun Sant-Albin (e Kervin-Berc'hed)
  • Feunteun Sant-Yann
  • Feunteun Kerbirio
  • Feunteun Kervive
  • Feunteun Kerberen

Peulvanoù ha taolioù-maen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alez toet al Luffang (n'eo ket toet ken)
  • Taol-vaen Kervin-Brec'hed
  • Taolioù-maen Park Guren (Park Gurun) nepell diouzh bae Sant-Yann
  • Taol-vaen ar Breudreg
  • Taolioù-maen bae Sant-Yann
  • Taol-vaen ar Marc'h
  • Taol-vaen Kerkado
  • Taol-vaen Kergoed
  • Taol-vaen ar Vigeah (aet da get hiziv an deiz)
  • Taol-vaen Kerzug
  • Geler Frank : e chapel Lomareg ez eus un arched maen-greun eus ar V-VIvet kantved e stumm un drapezenn ma c'heller lenn warnañ I R H A E M A +INRI. Hervez Gweltaz Bernier e ranker kompren amañ eo beziet ar roue. Warog pe Ereg e vefe ar roue-se, an hini en deus roet e anv da Vro-Warog pe Bro-Ereg, ha da Lomareg ivez.
  • Pont roman : Pont-Pesked a vez graet anezhañ dre ma tegemere pesketaerien Kiberen a zeue da gas o fesked da varc'hadourien ar vro.
  • Pont an tri c'hanton (XVIIvet pe XVIIIvet kantved).
  • Milin-vor.
  • Pont-dour roman : ne chom nemet dek piler eus ar pont-se a gase dour a-us da Stêr an Alre eus ar Bonoù war-zu Lokmaria-Kaer.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Malestroit (de)
Aotrounez Plessis
En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3;
Coué
Aotrounez Kergurioné
En argant e dreustell en sabel, heuliet gant teir flourdilizenn en gul.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 155 ha 156
  3. Cassini - EHESS - Krac'h - Fichenn ar gumun
  4. 4,0 4,1 ha4,2 memorialgenweb – Plakennoù e porched an iliz katolik
  5. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 334-337
  6. Pertes USAAF