Mont d’an endalc’had

Kelted Italia

Eus Wikipedia
Pobloù Galia sizalpin er IVe kantved kent JK

Pobloù kelt ledenez Italia a oa a orin galian, hervez ar skridoù latin, nemet n'eo ket meneget enno a belec'h e teuent. Pobloù kelt a oa en hanternoz al ledenez adal ar VIIvet kantved kent J.K. (skouer sevenadur Golasecca), met aloubadegoù ar IVvet kantved kent J.K. a roas tro dezho da vestroniañ traoñienn ar Po : darn eus ar C'halianed-se a lakaas seziz war Roma war-dro 390 kent JK.

An holl bobladoù-se ne chomjont ket en Italia, met re Galia gizalpat a oa deuet eus ar pobloù pe kevredadoù pobloù a oa krog da zivroañ hag a oa rannet : Boied all, da skouer, a roas o anv da Vohemia.

Galianed Italia a gase goprsoudarded da vrezeliñ e brezelioù an Henamzer en IIIe kantved kent JK, a-raok ma voent trec'het gant Roma a-raok fin ar c'hantved[1].

Ret eo ober ar c'hemm etre ar pobloù diazezet er c'hreisteiz d'ar Po, a voe levezonet bras gant ar pobloù italek, hag ar pobloù diazezet en hanternoz d'ar Po, tostoc'h da bobloù Galia treuzalpat, a vire o sevenadur keltiek.

Pobloù er c'hreisteiz d'ar Po
Pobloù en hanternoz d'ar Po
Pobloù bihanoc'h en hanternoz d'ar Po

Marteze e oant diazezet a-goshoc'h, pe sujet d'an Insubred.

A-raok an IIIde kantved
  1. Vincent Gentil, L’épopée des Celtes en Italie : aux racines de la civilisation celtique, Keltia, niv. 20, Esot–Here 2011, pp. 10-11.