Kambr izel
Neuz
Ar Gambr izel eo ar vodadeg kannaded hag he deus galloud lezenniñ pa vez ur gambr all, enni tud dilennet pe dibabet, ar gambr uhel. Pa'z eus div gambr e vez lavaret eo divgambr ar parlamant. N'eo ket sklaer perak e vez komzet eus kambroù izel ha uhel, koulz e saozneg (lower house) hag e meur a yezh all, met n'eo ket un dro-lavar eus an implijetañ nemet e levrioù war ar Gwir bonreizhel hag evit chom hep adlavaret an anvioù ofisiel en un destenn verr.
Kambroù izel e Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1814-1830 : Kambr ar Gannaded, e mare an Adsavidigezh
- 1830-1848 : Kambr ar Gannaded, e mare Unpenniezh Gouere
- 1852-1870 :Korf lezenniñ, e mare an Eil impalaeriezh gall
- 1875-1940 : Kambr ar Gannaded, e mare an Trede republik gall
- 1946-1958 : Bodadeg Vroadel, e mare ar Pevare Republik gall
- Adalek 1958 : Bodadeg Vroadel e mare ar Pempvet Republik gall
Hag e broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ti ar C'humunioù (er Rouantelezh Unanet)
- Bundesrat (en Alamagn)
- Dáil Éireann (e Republik Iwerzhon)
- Sejm (e Polonia)
- Lok Sabha (en India)
- Ti ar C'humunioù (en Aostralia)