Jean Batten
Jean Batten
| |
---|---|
CBE • OCS | |
E 1937 | |
Ganedigezh | Jane Gardner Batten 15 Gwengolo 1909 Rotorua Zeland-Nevez |
Marv | 22 Kerzu 1982 Palma (Mallorca) Spagn |
Broadelezh | Zelandneveziat |
Micher | Levierez |
Breved | Kerzu 1930 |
Lesanvioù | • Hine-o-te-Rangi ("Merc'h an Neñvoù" e maorieg) • Garbo of the Skies ("Garbo an neñvoù") |
Jean Batten, bet ganet Jane Gardner Batten d'ar 15 a viz Gwengolo 1909 e Rotorua (Zeland-Nevez)[1] hag aet da Anaon d'an 22 a viz Kerzu 1982 e Palma (Spagn)[1], a oa un nijerez zelandneveziat hollvrudet er bloavezhioù 1930 abalamour da veur a rekord dre ar bed. Hi e voe levierez an nijadenn gentañ a Vro-Saoz da Zeland-Nevez e 1936.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jane – a voe lesanvet Jean
abred hag he buhez-pad – a voe ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1909 e Rotorua, Zeland-Nevez, trede bugel ha merc'h nemeti an dentour Frederick Harold Batten hag e wreg Ellen Nellie
Blackmore, a-orin eus Wellington o-daou.
E 1913 e tilojas an tiegezh da Auckland. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e voe kaset an tad da dalbenn ar C'hornôg, alese un diskar a gorvoderioù hag a redias ar vamm hag ar vugale da vevañ e meur a lojeiz dister. Dre ma oa Ellen Blackmore ur venelouriez e vroudas he merc'h da vezañ ur vaouez veur e bed ar wazed.
Pa zistroas Frederick Batten eus ar brezel e 1919 e oa boas e wreg da ren an tiegezh, ha ne fellas ket dezhi dilezel ar galloud ; pa voe torret an dimez e deroù ar bloavezhioù 1920 ez eas Jane da vevañ gant he mamm, ha start e voe al liamm etrezo a-hed o buhez.
Gant harp he zad e voe kaset da ziabarzhiadez e Ladies' College, e karter cheuc'h Remuera en Auckland ; eno e c'hounezas meur a briz e meur a zanvez. E 1924, da 15 vloaz, ez eas d'ur skol sekretouriezh ; er bloaz-se ivez e krogas da studiañ ar piano hag ar varrezh, gant ar soñj bezañ a-vicher en daou arz-se.
E dibenn miz Mae 1927 avat e voe bamet gant nijadenn Charles Lindbergh dreist ar Meurvor Atlantel. Fellout a reas dezhi deskiñ leviañ ; kalonekaet e voe gant he mamm, he c'hasas da Sydney da gaout he nijadenn gentañ. Eno e nijas gant al levier aostralian Charles Kingsford Smith (1897–1935) ; adal neuze e voe mennet Jean Batten da vezañ ul levierez par d'an nijerien vrudetañ.
E deroù 1930 e werzhas he fiano evit paeañ ar veaj da Vro-Saoz gant he mamm. Eno e teskas leviañ el London Aeroplane Club, ma tapas he breved e miz Kerzu.
Levierez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzhtu e prientas un nijadenn a Vro-Saoz da Aostralia, pa oa mennet da bilat ar rekord (19,3 devezh) bet staliet gant al levierez saoz Amy Johnson e miz Mae 1930. Dre ma oa paour an div vaouez e tistrojont da Zeland-Nevez da glask dastum arc'hant, en aner avat. Distreiñ en he unan da Londrez a reas Jean, davit he breur John hag a oa un aktour brudet[2] ; chikan a voe etrezo, mont kuit a reas Jean, ha biken ken ne gomzjont an eil d'egile.
Peogwir edo o klask ur sponsor e tivizas Jean Batten tremen he breved kenwerzhel. Evit paeañ ar 100 eurvezh kentelioù rekis e amprestas 500 £ digant Fred Truman, ul levier zelandneveziat eus ar Royal Air Force a oa e-sell da zimeziñ ganti. Tapet ar breved ganti ez eas kuit diouzh Truman, hep daskor e arc'hant dezhañ, hag e troas war-du Victor Hugo Dorée, ur Saoz pinvidik hag a vage ivez karantez outi ; 400 £ a amprestas-eñ digant e vamm da brenañ un nijerez De Havilland Gipsy Moth eus miz Eost 1929 marilhet G-AALG[3] evit e zousig.
E miz Ebrel 1933 e tibradas Jean Batten eus Londrez war-du Aostralia. A-us Iraq e voe tapet en ur gorventenn-draezh ha rediet da bradañ en dezerzh. Antronoz e voe skoet gant ur gorventenn all a-us Baloutchistan (e Pakistan hiziv), ma rankas pradañ adarre. Goude-se e voe sac'het keflusker an nijerez, a voe foeltret pa glaskas al levierez pradañ e Karachi. Dibistig e chomas Jean Batten avat.
Distroet da Londrez m'edo o vevañ gant he mamm eus an eil kambr lav annezet d'eben, ez eas e darempred gant an embregerezh eoulioù Castrol hag e klaskas lakaat V. H. Dorée da brenañ un nijerez all dezhi ; pa nac'has hennezh ez eas kuit Jean dioutañ da viken hag e troas war-du an nijer ha gwazer-eskemm Edward Walter.
Ken fromet e voe Charles Wakefield, a oa e penn Castrol, gant skoultrenn J. Batten ma asantas bezañ he sponsor ha ma prenas eviti ur Gipsy Moth all marilhet G-AARB[4].
E miz Ebrel 1934 e klaskas J. Batten adarre nijal betek Aostralia, met ur c'hwitadenn e voe ivez : p'edo o leviañ diouzh noz kostez Roma e voe berr an trelosk ganti hag e pradas ar gwellañ ma c'hallas e-touez ur milendall a beulioù skingomz. Pennek an tamm anezhi e lakaas kempenn an De Havilland hag e nijas betek Londrez. Eno ez amprestas divaskell izel nijerez E. Walter ha daou zevezh goude, d'an 8 a viz Mae, e tibradas a-nevez he-unan o leviañ he Gipsy Moth G-AARB.
Ar wech-se e tizhas Darwin goude un nijadenn a 14 devezh, 22 eurvezh ha 30 munutenn – pilet e voe rekord Amy Johnson (19 devezh, 7 eurvezh ha 45 munutenn, war bourzh ur Gipsy Moth ivez).
Diouzhtu e voe brudet al levierez zelandneveziat er bed a-bezh, d'an oad a 25 bloaz. En Aostralia hag e Zeland-Nevez (ma'z eas dre vor, pa ne oa ket gouest he nijerez da dreuziñ 2 200 km en un tenn) e voe lubanet outi, arc'hant a zeuas puilh dezhi dre prizioù ha prezegennoù, engroezioù a veze d'he heul bepred. Plijet-bras e voe Jean Batten gant kement-se holl, hag e pep prezegenn e trugarekae he mamm evit bezañ bet ur skor divrall dezhi.
E Sydney e dibenn ar bloaz-se e vagas Jean Batten karantez evit un nijer aostralian anvet Beverley Shepherd. Pa c'houlennas-eñ dimeziñ ganti e torras pep darempred gant ar gwazer-eskemm E. Walter, a voe ker fuloret ma kasas dezhi ul lizher-dle a-zivout divaskell e nijerez.
Distreiñ da Londrez a reas al levierez e 1935 gant he Gipsy Moth — ar pezh a reas anezhi ar vaouez kentañ o leviañ eus Bro-Saoz da Aostralia ha da Aostralia da Vro-Saoz. Eno e krogas he dere da wellaat : pennadoù er c'hazetennoù, prizoù a-vil-vern digant metoù etrebroadel an nijerezh. Pedet e voe gant ar Royal Air Force – gwazed holl – da gemer perzh en ur film evit tuta nijerien. Dre ma ouezas merañ he brud hag an arc'hant deuet diwarnañ e c'hallas prenañ un nijerez nevez, ur Percival P.3 Gull 6 marilhet G-ADPR, a anvas Jean.
D'an 11 a viz Du 1935 da 6 eur beure GMT e tibradas gant he Fercival, un eurier hag un nadoz-vor, eus Lympne (Kent) da Suamerika, ma pradas e Natal, Brazil, d'an 13 a viz Du goude un nijadenn a 2 zevezh, 13 eurvezh ha 15 munutenn. Kompren a reas e oa aet ganti rekord etrebroadel an treuz Bro-Saoz → Suamerika, ha hini an tizh dreist Meurvor Atlantel ar Su ; al levierez kentañ e voe o seveniñ an nijadenn-se.
Brav e voe graet dezhi e Brazil, Arc'hantina hag Uruguay : profoù ha youadegoù. Kevret gant al levierez stadunanat Amelia Earhart (1898–1937) e c'hounezas an Harmon Aviatrix Trophy 1935, a yeas ganti he-unan e 1936 ha 1937[5] ; ar Royal Aero Club's Britannia Trophy 1935 a voe deroet dezhi er Rouantelezh-Unanet[6]. ; gant ar gazetenn saoz Daily Express e voe anvet da unan eus pemp Maouez ar Bloavezh.
Pa zistroas da Vro-Saoz ez eas da vevañ gant he mamm en ul lec'h kuzh. Goude bezañ bet anvet da CBE (Commander of the Most Excellent Order of the British Empire) e Palez Buckingham e tibradas adarre d'ar 5 a viz Here 1936 war-eeun war-du Zeland-Nevez; en Auckland e pradas 11 devezh ha 45 munutenn diwezhatoc'h. Ken diviet e oa avat ma c'houzañvas un diwaskadenn e-kerzh an droiad prezegennoù e oa da ober. Nullet e voe an droiad evit ma c'hellje diskuizhañ, hag e miz C'hwevrer 1937 e tistroas da Sidney davit B. Shepherd ; d'an deiz ma erruas avat e voe lazhet he danvez pried en ur gwallzarvoud nijerez. Mont a reas Jean hag e vamm Ellen da guzhat e Sydney e-pad meur a vizvezh.
E miz Here 1937 e voe broudet Jean Batten gant he mamm da nijal an-dro. Gant he Fercival e levias betek Bro-Saoz e 5 devezh ha 18 eurvezh – ur rekord koulz evit ar baotred hag ar merc'hed – hag e teuas J. Batten da vezañ an den kentañ en Istor o kaout ar rekord UK → AU hag AU → UK, d'an oad a 28 vloaz. He nijadenn hir ziwezhañ e voe.
Goude ar c'hlod
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ellen Batten hag he merc'h a zistroas d'o buhez e Bro-Saoz, o vont d'an eil chomlec'h kuzh d'egile pa ne veze ket Jean gant un droiad prezegennoù dre Europa. E Sveden edo pa darzhas an Eil Brezel-bed d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939. Aotre a voe roet dezhi evelato da leviañ he Fercival G-ADPR hollvrudet a-dreuz aeregor Alamagn da zistreiñ da Vro-Saoz.
Berzet e voe da Jean Batten kemer perzh er brezel gant he Gull 6, a voe deoget gant ar Royal Air Force ; goude bezañ bleinet klañvgirri e-pad un nebeud mizvezhioù ez eas da Boole (Dorset) da labourat e-pad tri bloaz en ul labouradeg pourvezioù brezel. Adalek 1943 e veajas a-dreuz Breiz-Veur a-benn dastum arc'hant evit ar striv-brezel. E-sell e oa da zimeziñ gant un nijer en R.A.F. goude ar brezel, met lazhet e voe hennezh e-kerzh ur gefridi a-us Europa.
Goude ar brezel, e 1946 ez eas Jeane Batten hag he mamm d'en em staliañ e Jamaika, ma chomjont betek 1953. Er bloaz-se e tistrojont da Vro-Saoz hag e vlegnjont a-dreuz Europa e-pad seizh vloaz. E 1960 e prenas an div vaouez un ti e-kichen Málaga, e Spagn. Eno e chomjont betek dibenn 1965, pa fellas dezho tremen ar goañvezh ha pelloc'h en enezeg Madeira koulz hag en inizi Kanariez hag en Afrika an Norzh. D'an 19 a viz Gouere 1966 avat e varvas Ellen e Tenerife, Kanariez, d'an oad a 89 bloaz ; 57 vloaz e oa Jean Batten. E Tenerife e chomas, an tostañ d'he mamm. E-pad tri bloaz e voe en diwaskadenn.
E dibenn 1969, oadet 60 vloaz, e tistroas da Londrez goude bezañ bet un tamm surjianerezh heneuziañ, livet he blev e du ha gwisket ur verrvrozh hag e splujas en-dro e metoù an nijerezh. Kalz tud e krede dezho e oa marvet gwerso, ha dianav e oa he anv da vuioc'h a dud c'hoazh. E 1970 e tistroas da Zeland-Nevez hag e kemeras ur gambr en ul leti dre ur falsanv ; anavezet e voe avat, ha lid a voe graet dezhi.
Goude distroet da Denerife ne voe ket evit chom sioul. E-pad dek vloaz e veajas dre ar bed. E 1977 e voe deroet ul leve dezhi gant Stad Zeland-Nevez, pa grede d'ar pennadurezhioù e veve en dienez.
E 1982 e kuitaas Tenerife da vat hag e tistroas da Londrez. E miz Here ez eas da Inizi Balearez, pa felle dezhi prenañ ur ranndi e Mallorca da dremen an nemorant eus he buhez. D'an 8 a vie Du e skrivas d'he embanner, ha biken ne voe klevet diganti adal neuze.
E-pad pemp bloaz ne ouezas den tra pe dra war he divout. E miz Gwengolo 1987 e voe gouezet ar wirionez : marvet e oa Jean Batten d'an 22 a viz du 1982, d'an oad a 73 vloaz a-c'houde bout bet dantet gant ur c'hi ha nac'het ma vije bet graet war he zro. Den ne oa bet kelaouet, ha beziet e oa bet e bez boutin bered Palma d'an 22 a viz Genver 1983.
Rekordoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1934 : Londrez → Darwin • 14 devezh, 22 eurvezh, 30 munutenn • Rekord tizh etrebroadel.
- 1935 : Aostralia → Londrez • 17 devezh, 15 eurvezh • Monedone kentañ gant ur vaouez.
- 1935 : Bro-Saoz → Brazil • 8 000 km e 2 zevezh, 13 eurvezh ha 15 munutenn • Rekord etrebroadel • Rekord tizh dreist ar Meurvor Atlantel ar Su (13 eurvezh ha 15 munutenn) • Kentañ levierez o vont eus UK da Suamerika.
- 1936 : Bro-Saoz → Zeland-Nevez • 22 891 km en 11 devezh ha 45 munutenn • Rekord etrebroadel
- 1937 : Aostralia → Bro-Saoz • 5 devezh ha 18 eurvezh • Rekord etrebroadel
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ordem Nacional do Cruzeiro do Sul Brazil – 1935
- Royal Aero Club's Britannia Trophy Rouantelezh-Unanet – 1935
- Order of the British Empire Rouantelezh-Unanet – 1936
- Légion d'Honneur Bro-C'hall – 1936
- King George VI Coronation Medal Rouantelezh-Unanet – 1937
- Médaille d'or de la Fédération Aéronautique Internationale – 1938 (kentañ gwech evit ur vaouez))
- New Zealand Sport Hall of Fame Zeland-Nevez – 1990[7]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BATTEN, Jean : Solo Flight, Jackson & O'Sullivan, Sydney, 1934 • Levraoueg Rotorua. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- Adembannnadur : Alone in the Sky, Airlife Publishing, 1987 (ISBN 978-1-85310-023-9)
- (en) BATTEN, Jean : My Life, George G. Harrap & Co. Ltd, 1938 • En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) MACKERSEY, Ian : Jean Batten – The Garbo of the Skies, Time Warner, 1992 (ISBN 978-0-7515-3019-3)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'New Zealand History'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'The Encyclopedia of New Zealand'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) 'Find A Grave'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en)
- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Harmon Trophy Explained'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'The Royal Aero Club'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'NZ Hall of Fame'. Kavet : 24 Mezheven 2019.