Mont d’an endalc’had

Jafrez Menoe

Eus Wikipedia
Jafrez Menoe
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz, Glywysing Kemmañ
Anv-bihanGeoffrey Kemmañ
Deiziad ganedigezh1100 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMenoe Kemmañ
Deiziad ar marv1155 Kemmañ
Lec'h ar marvLlandaff Cathedral Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetMedieval Latin Kemmañ
Yezh implijet dre skridMedieval Latin Kemmañ
Micherbarzh, istorour, skrivagner, beleg katolik, eskob katolik Kemmañ
KargAnglican Bishop of St Asaph, diocesan bishop Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Oxford Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
ConsecratorTheobald of Bec, William de Turbeville, Walter Kemmañ
Oberenn heverkHistoria Regum Britanniae, Prophetiae Merlini, Vita Merlini Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Jafrez Menoe a voe penn-kaoz da vrud ar Roue Arzhur dre Europa

Jafrez Menoe (Galfridus Monemutensis e latin) zo ur manac'h pe ur beleg eus Kembre an XIIvet kantved, eskobet e fin e vuhez, ganet war-dro ar bloavezh 1100, marvet war-dro 1155, ha brudet evel istorour. Brud en deus abalamour d'e levrioù skrivet e latin, meneg enno eus Merzhin hag ar roue Arzhur, ha dreist-holl d'an Historia Regum Britanniae, da lavarout eo Istor Roueed Breizh, a voe bras e levezon.

Gwelet eo evel unan eus tadoù mojenn ar roue Arzhur ha war un dro, a-wechoù, evel kentañ istorour Breizh-Veur, un titl a zerefe muioc'h ouzh Gweltaz ha Nennius.

Jafrez Menoe a vez graet anezhañ e brezhoneg[1], ha Sieffre o Fynwy e kembraeg, Galfridus Monemutensis e latin, ha Geoffrey of Monmouth e saozneg.

Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e oa ganet e kreder e oa e kêr Menoe e Kembre hag e oa deuet e dud eus Breizh. Gouzout a rae latin, galleg, saozneg ha brezhoneg[2]. Anaout mat a rae ar c'hornad bepred, ha deskrivañ a ra Caerllion (nepell alese) en Historia Regum Britanniae.

Studioù a reas en Oxford, ma reas anaoudegezh gant an arc'hdiagon Walter a Oxford. E 1152 e voe anvet da eskob Llanelwy (en hanternoz Kembre), dek devezh goude bezañ bet beleget, met ne greder ket ez eas di biskoazh abalamour d'ar brezelioù a oa neuze etre ar roue Owain Gwynedd ha roue Bro-Saoz. Mervel a eure tri bloaz war-lerc'h.

E oberennoù (e latin)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn e oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prophetiae Merlini

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ levr a skrivas Jafrez a voe Prophetiae Merlini a voe skrivet a-raok ar bloaz 1135. Hennezh eo a levr kentañ savet diwar-benn an hudour Merlin, rak a-raok n'anavezed nemet "Myrddin" el lennegezh kembraek[3]. Kred a voe en diouganoù a oa el levr betek 300 vloaz war-lerc'h. [4]. Diwezhatoc'h e voe ebarzhet diouganoù all el levr[5].

Vita Merlini

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1149 ha 1151 e voe skrivet Vita Merlini. Dastumet ez eus ennañ mojennoù diwar-benn Myrddin.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Istor Burzudus hon Tadou, hervez "Historia" Jafrez Menoe, Gwalarn 87, 1936
  2. Léon Fleuriot Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne p. 25
  3. Bromwich Rachel, Trioedd Ynys Prydein: The Welsh Triads, Cardiff, 1978, p. 472 n.1.
  4. Parry y Caldwell. Arthurian Literature in the Middle Ages, p. 79.
  5. Luis Alberto de Cuenca: Historia de los reyes de Britania, Madrid, 1984, p. XII.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Y Bywgraffiadur Cymreig hyd 1940 (Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion, 1953)
  • Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Translated, with introduction and index, by Lewis Thorpe. Penguin Books: London, 1966. ISBN 0-14-044170-0
  • Brynley F. Roberts. "Geoffrey of Monmouth, Historia Regum Britanniae and Brut y Brenhinedd". e-barzh The Arthur of the Welsh: The Arthurian Legend in Medieval Welsh Literature gant R. Bromwich, A. O. H. Jarman ha Brynley F. Roberts, pp. 97–116. (Gwasg Prifysgol Cymru, 1991).
  • John Jay Parry and Robert Caldwell. "Geoffrey of Monmouth" in Arthurian Literature in the Middle Ages, Roger S. Loomis (ed.). Clarendon Press: Oxford University. 1959. ISBN 0-19-811588-1
  • John Morris. The Age of Arthur: A History of the British Isles from 350 to 650. Barnes & Noble Books: New York. 1996 (originally 1973). ISBN 1-84212-477-3