Ibn Battuta
Abu Abdullah Muhammad Ibn Battuta (أبو عبد الله محمد ابن بطوطة en arabeg) (24 a viz C’hwevrer 1304 - 1377) a oa genidik eus hanternoz Maroko. Ur beajour bras hag un ergerzher eo bet.
War c’houlenn Sultan Maroko e kontas Ibn Battuta e veajoù dre ar munud. Al levr savet diwar e gontadennoù zo anavezet dindan an anv Rihla ("Beaj" en arabeg). Taolenniñ a ra en un doare klok ar vuhez e meur a rann eus ar bed er XIVvet kantved. Beajiñ a reas Ibn Battuta dre ar bed muzulman a-bezh, betek ar pezh zo bremañ India, ar Maldivez, Sri Lanka, ha Sina, oc’h ober kalz muioc’h a hent eget ur beajer bras all eus ar mare-hont, Marco Polo.
Kement tra a ouzomp diwar-benn buhez Ibn Battuta a zeu eus ar pezh en deus kontet deomp. Resisoc’h eo eget ar pezh en deus kontet Marco Polo, met burzhudusoc’h ivez aliezik.
Ganet e oa bet Ibn Battuta e Tanjah, en hanternoz Maroko, d’ar 24 a viz C’hwevrer 1304. Keñveriet eo bet gant Marco Polo (1254-1324), rak ur beajer bras eo bet. D’an oad a ugent vloaz ez eas da birc’hirinañ da Vekka ha kenderc’hel a reas goude-se da veajiñ, o foetañ un tamm brav a hent pa soñjer mat : tremen 120 000 km a-hed hag a-dreuz ar broioù muzulman !
E veajoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loc’hañ a ra evit mont da birc’hirinañ da Vekka eta, e 1325. Treuziñ a ra broioù hanternoz Afrika, a-hed ar Mor Kreizdouar, tremen dre gêr Aleksandria ma lavar deomp e wel an Tour-tan. Hag en em gavout a ra e Kaero. Kontañ a ra pegen pouezus eo an Nil evit buhez ar vro. Taolenniñ a ra deomp piramidennoù Gizah ivez. Eus Kaero e klask mont da Vekka, en ur sevel gant an Nil a-raok treiñ war-zu ar Mor Ruz. Met ne c’hell ket treuziñ ar mor ha rankout a ra mont war e c’hiz da Gaero. Eno e tiviz mont war-zu Damask. Tremen a ra dre gêrioù Jeruzalem, Betleem, Tir, Beirout, Damask ur wech kentañ, Tripoli, Alepo. Arsavioù a ra en holl gêrioù santel-se ha kontañ a ra deomp penaos e vez graet strivoù evit ma c’hellfe perc’hirined a bep bro dont diogel da Jeruzalem. A-benn ar fin e erru un eil gwech e Damask. Goude tremen ur pennad amzer eno, da vare ar Ramadan, e loc’h kuit gant ur garavanennad tud war-zu Medina, m’eo bet douaret ar profed Muhammad.
War-zu Mekka
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar devezh goude bezañ tizhet Medina e erru Ibn Battuta e Mekka. Kemer a ra perzh e lidoù ar birc’hirined ha dont da gaout al lesanv al-Hajji (ar sant) a vez roet d’an dud zo bet o pirc’hirinañ eno. E-lec’h divizout distreiñ d’ar gêr e tibab kenderc’hel da veajiñ : war-zu kornôg an Impalaeriezh vongol ar wech-mañ, er pezh zo deuet da vezañ Irak hag Iran hiziv. Ur wech ouzhpenn ez a gant ur garavanennad tud. Erruout a ra e Mezopotamia ha gweladenniñ kêr al-Najaf, al lec’h m’eo douaret ar pevare kalif Ali. Alese ez a betek Basorah, goude Isfahan, ar gêr vras eus Iran a voe distrujet koulz lavaret, un nebeud bloavezhioù war-lerc’h, gant Mongoled Timour Lenk. Tremen a ra ivez dre Shiraz ha Baghdad, a oa bet lakaet ar skrap eno gant Mongoled bleinet gant Hulagu Khan.
Mont a ra war-zu an hanternoz goude, trema Tabriz ha Hent ar seiz. Ur gêr binvidik e oa deuet Tabriz da vezañ, goude ma oa bet digoret d’ar Vongoled, tra ma oa bet dismantret kalz kêrioù all ganto tro-war-dro.
A-hed aodoù Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar veaj-se ez a Ibn Battuta da Vekka adarre evit un eil hajj, un eil pirc’hirinded, ha chom a ra da vevañ eno e-pad bloaz a-raok kemer penn an hent en-dro, war-zu ar Mor Ruz, ar wech-mañ. Un ehan kentañ a ra en Aden, e Yemen, ha soñjal a ra e c’hellje pinvidikaat eno oc’h ober kenwerzh gant ar marc’hadourezhioù a erru betek Ledenez Arabia o tont a bep lec’h tro-dro da Veurvor Indez. Met divizout a ra ober ur veaj all c’hoazh, en a-raok, a-hed aodoù reter Afrika.
Tremen a ra war-dro ur sizhunvezh e pep hini eus al lec’hioù gweladennet gantañ : Etiopia, Mogadishu, Mombasa, Zanzibar ha Kilwa, e-touez meur a hini all. Gant ar monson e vo adkaset e vag war aod kreisteiz Arabia. Divizout a ra gweladenniñ Oman ha Strizh-mor Ormuz. Ur wech graet e droiad gantañ ez a da Vekka adarre, evit un trede pirc’hirinded.