Horslips
Horslips a zo ur strollad sonerezh eus Iwerzhon hag a lavarer en deus bet lakaet ar rock keltiek war-sav, da lavaret eo sonerezh rock diazezet war sonerezh hengounel eus Iwerzhon. Savet eo bet er bloaz 1970 ha divodet e 1980, met adsavet eo bet ar strollad e 2004.
Izili ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digemm-kaer eo bet manet ar strollad a-hed an amzer, war-bouez er penn-kentañ holl ma'z eus bet Declan Sinnott (bet o seniñ gant Moving Hearts goude) ha Gus Guest da c'hitarour, bet berrbad o zremen.
- Eamon Carr, taboulinoù, bodhrán, toserezh
- Barry Devlin, gitar boud, kan
- Johnny Fean, gitar, banjo, kan
- Jim Lockhart, klavieroù, fleüt-treuz, tin whistles, binioù-ilin, kan (hemañ eo a gan e gouezeleg (gouezeleg Iwerzhon pe hini Manav — ral a wech, ret eo lavaret)
- Charles O'Connor, fidil, mandolinenn, koñsertina, gitar, kan. Daoust d’e anv ne oa ket un Iwerzhonad anezhañ er c’hontrol eus izili all ar strollad. Gantañ ivez eo bet savet holl c’holoioù ar pladennoù.
Abaoe 2009 e vez eilet Eamon Carr ouzh an taboulinoù gant Ray Fean, a zo breur da Johnny Fean, evit ar sonadegoù bras, met ezel eus ar strollad e chom evelkent.
Ar pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra anv ar strollad eus "berradur" The Four Horsemen of the Apocalypse (Pevar marc'heger an Apokalips). Savet eo bet e 1970 ha deuet da vezañ sonerien a-vicher e 1972. Ganto o-unan e veze meret pep tra, ar pezh a oa un dra nevez evit strolladoù eus Iwerzhon. Graet o deus dreist-holl albomoù concept, da lavaret eo dediet d'un tem hepken.
An albomoù
- Happy To Meet, Sorry To Part. Bet deuet er-maez er bloaz 1972 gant ur golo souezhus-mat, n'eo ket karrez, met oktogonek, a-stumm gant ur c'hoñsertina. Hengounel eo an darn vrasañ eus an tonioù, tredanekaet, un tamm evel Alan Stivell ar bloavezhioù-se (evel an album Chemins de terre).
- The Táin (1973), gouestlet eo ar bladenn-mañ da vojennoù kozh Iwerzhon (Táin Bó Cúailnge) gant an haroz Cú Chulainn. Rockoc’h evit ar bladenn gentañ, ha levezonet kalzik gant Jethro Tull.
- Dancehall Sweethearts (1974), diazezet a-bell war istor ar barzh Turlough O'Carolan, un telennour eus dibenn ar XVIIvet kantved ha penn kentañ an XVIIIvet kantved. Rock-kenañ eo ar bladenn-mañ.
- The Unfortunate Cup of Tea (1975). Liv ar pop warni. Dipitus a-walc’h.
- Drive The Cold Winter Away (1975), a zo ur bladenn hep benveg tredan, gant tonioù hengounel hepken, diwar-benn Nedeleg hag ar goañv.
- The Book of Invasions — A Celtic Symphony (1976). Diazezet ivez war mojennoù kozh Iwerzhon (donedigezh ar meuriad mojennel Tuatha Dé Danann). Dre vras eo lakaet da vezañ o fladenn wellañ.
- Aliens (1977), diwar-benn divroadeg Iwerzhoniz d’ar Stadoù-Unanet en XIXvet kantved.
- The Man Who Built America (1978), diwar-benn diazezidigezh Iwerzhoniz er Stadoù-Unanet, levezonet kreñv gant sonerezh rock amerikan (“big sound”). Pellaat a rae ar strollad diouzh o gwrizioù keltiek, daoust ma oa diazezet c’hoazh o sonioù war donioù hengounel, met distreset da vat. An albom gwerzhet ar muiañ an hini eo bet.
- Short Stories, Tall Tales (1979), levezonet kalz gant sonerezh new wave an amzer-se, ne oa ket bet degemeret mat gant ar varnerien sonerezh.
- Roll Back (2004). Albom an adstrolladiñ. Un dibab tonioù kozh en un doare akoustik (unplugged) en ur c’hiz "appalachian" a-walc'h. Da stagadenn d’an albom-mañ ez eus un DVD berr gant ar sonadeg kentañ bet graet gant ar strollad da geñver o adstrollañ e Doire e-skeud un diskouezadeg war istor ar strollad.
Albomoù all
- Tracks from the Vaults (1976). Un dastumadenn tonioù na oant ket bet enrollet war bladennoù bras, pe adstummoù.
- Horslips Live (1976) Div bladenn, enrollet war al leurenn. Un damc’hwitadenn pa ne dremen ket mat an nerzh hag an tan a veze ganto war al leurenn.
- The Belfast Gigs (1980). Unan eus o sonadegoù diwezhañ, enrollet war al leurenn ivez. Kalz gwelloc’h eget an hini a-raok.
- Live at the O2 (2010). Enrollet war al leurenn e Dulenn e 2009 (daou CD).
- Horslips and the Ulster Orchestra (2011), enrollet war al leurenn eilet gant ul laz-seniñ klasel.
- Biography (2013), un dastumad eus o fladennoù bihan embannet e Breizh-Veur.
Traoù all
- The return of the Dancehall Sweethearts (2005) Daou DVD. Diouzh un tu un teulfilm bet savet gant Maurice Linnane diwar-benn istor ar strollad, ha diouzh un tu all un dastumadenn klipoù, pe tammoù eus sonadegoù bet filmet.
- The road to the O2 (2010). Un DVD en-dro d'an abadenn roet e Dulenn e miz Kerzu 2010.
Levrioù
- Horslips, Tall Tales, the Official Biography, Mark Cunnigham, O'Brien, 2013.
Goude
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an distrollañ e 1980 e oa bet strolladoù berrbad gant lod : Zen Alligators gant Johnny Fean hag Eamon Carr, Host gant Fean, Carr hag O'Connor. Barry Devlin a reas un albom solo (Barry Devlin Decodes Stars Codes). Charles O'Connor en deus bet graet un albom solo nevez 'zo (etre folk ha world music) Angel on the Mantlepiece (1999). Johnny Fean, diouzh e du, gant e gomper Steve Travers, a gendalc’h d’ober abadennoù doare "rock ha blues keltiek".