Henry Constantine Richter
Henry Constantine Richter (Londrez, 7 a viz Mezheven 1821 – idem, 16 a viz Meurzh 1902) a oa ur skeudennaouer hag ur maendreser saoz arbennigour war an evned hag ar bronneged, dreist-holl evit oberennoù an evnoniour John Gould.
Meur a vaendresadenn gantañ a reas diwar tresadennoù Elizabeth Coxen (1804-1841), pried J. Gould[1].
Ne oa ket ar boaz en XIXvet kantved da venegiñ skeudennaouer(ez) ul levr, neuze e voe ankouaet H. C. Richter, ker brudet e oa an evniour meur. Er bloaz 1978 avat e voe lakaet e labour er gouloù gant ar skrivagnerez Christine E. Jackson (*1936[2]) en he fennad The painting of hand-coloured zoological illustrations[3].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 7 a viz Mezheven 1821 e Londrez e voe ganet Henry Constantine Richter, mab da Henry James Richter (1772-1857) ha Charlotte Sophia Edson (1793-1862).
Ur prederour, ul livour hag un engravour e oa e dad, bet ganet en un tiegezh arzourien deuet eus Dresden (Kengevread alaman)[4]. Un arzour brudet e oa, a voe kadoriad an Associated Artists in Water Colours (1811-1812) hag ezel ouzh ar Royal Watercolour Society ; meur a oberenn gantañ zo e dalc'h ar British Museum[5].
Kentañ labour gant Henry C. Richter a voe embannet eo teir flankenn el levr Genera of Birds (1844-1849) gant George Robert Gray[6].
Er bloaz 1841 ec'h eas John Gould e darempred gant an arzour peogwir edo o klask ur skeudennaouer goude marv e bried, Elizabeth Coxen. E-pad daou-ugent vloaz e kenlabouras an evnoniour hag ar skeudennaouer, betek man eas J. Gould d'an Anaon e 1881. War-dro 3 000 skeudenn a voe aozet gant Henry C. Richter evit an evnoniour[7] Skeudennaouerien all a voe gopret gant J. Gould, William Matthew Hart en o zouez, met Henry C. Richter eo a savas an niver brasañ a skeudennoù betek tremenvan o implijer[8].
Goude marv John Gould e kavas an arzour un nebeud labourioù evit George R. Gray hag evit Richard Owen. Ar skeudennoù en devoa savet evit J. Gould a voe embannet diwezhatoc'h, hag e William M. Hart e voe fiziet ar plankennoù da zont e levrioù dalif an evnoniour.
Peogwir n'en devoa mui ur gopr ingal digant J. Gould en em gavas Henry C. Richter en dienez, ken e rankas mont da vevañ gant e c'hoar Antonia Charlotte, a oa intañvez abaoe 1854 diwar he fried pinvidik hag he devoe bet un ti e Londrez da hêrezh. Da Henry ec'h eas madoù e c'hoar pa varvas-hi e 1896 ; 75 vloaz e oa an arzour da neuze, ha chom en ti a eure betek e dremenvan a c'hoarvezas d'ar 16 a viz Meurzh 1902.
Maendreserezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un teknik nevez e oa ar vaendreserezh e liv en eil hanterenn an XIXvet kantved, ha marc'had-matoc'h eget an engravañ e oa daoust d'ar c'hementad bras a labour hag a ampartiz a oa rekis evit aozañ ur skeudenn hepken.
Un teknik dre gimiezh eo ar vaendreserezh e gwirionez. Treset e vez ar skeudenn gant ur c'hreion druz war ur maen plat kleiz (CaCO3) ; goude-se e vez ledet ur gwiskad gom arabek (teñv kaletaet ar gwez eus ar genad Acacia sensu lato) war an dresadenn kent emprañ trenkenn nitrek (HNO3) evit kemmañ framm molekulel ar gom. An disoc'h eo e peg al liv ouzh tresoù ar c'hreion hep gwiskañ ar maen. Diaes eo ober munudoù avat, met tanavoc'h ha soutiloc'h e vez an tresadennoù en diwezh eget ar re a vefe engravet e gwenn ha du[9].
Ouzhpenn da vout un evnoniour meur e oa John Gould ur plouzer krec'hin ampart evit mirout krec'hin al laboused a zegase goude e ergerzhadennoù. Al loened plouzet-se a dalveze da batromoù evit e arzourien da sevel o skeudennoù, a-gevret gant brastresadennoù graet gant J. Gould e-unan, a venne e vefe treset resis ar resisañ neuz an evn-mañ-evn. Goude 1847 ha digoradur zoo Londrez e c'hallas Henry C. Richter kaout mammennoù all evit e vaenfresadennoù.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Aethopyga gouldiae
-
Dasyurus hallucatus
-
Ornithorhynchus anatinus
-
Pardaliparus venustulus
-
Parus cinereus
-
Passer ammodendri
-
Patagona gigas
-
Petaurus norfolcensis
-
Phascolarctus cinereus
-
Pseudomys gouldii
-
Psittacula derbiana
-
Pteruthius ripleyi
-
Vombatus ursinus
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Sauer, Gordon C. John Gould the Bird Man – A Chronology and Bibliography. Melbourne ; Landsdowne editions, 1982 (ISBN 978-0-7006-0230-8)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Birds of Australia, 1848 @ Biodiversity Heritage Library.
- (en) The Mammals of Australia, levrenn 1, 1863 @ Biodiversity Heritage Library.
- (en) Birds of Great Britain, levrenn 1, 1873 @ Biodiversity Heritage Library.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Stephens, Matthew. Henry Constantine Richter @ Australian Museum. Kavet : 20 Gen 25.
- ↑ (en) Pemberton, John E.. Who's Who in Ornithology. London : Buckingham Press, 1997, pp. 199-200 (ISBN 978-0-9514965-8-9)
- ↑ (en) Jackson, Christine E.. The painting of hand-coloured zoological illustrations. In : Archives of Natural History, levrenn 38, niverenn 1, ebrel 2011, pp. 36-52 @ Edinburgh University Press. Kavet : 20 Gen 25.
- ↑ (en) Dictionary of National Biography, 1885-1900 @ Wikisource. Kavet : 20 Gen 25.
- ↑ (en) H. J. Richter @ British Museum. Kavet : 20 Gen 25.
- ↑ (en) Genera of Birds @ Biodiversity Heritage Library. Kavet : 25 Gen 25.
- ↑ (en) Jackson, Christine E.. H. C. Richter–John Gould's unknown bird artist. In : Journal of the Society for the Bibliography of Natural History, levrenn 9, niverenn 1, miz Du 1978, pp. 10-14. Kavet : 20 Gen 25..
- ↑ Sauer, 1982.
- ↑ (en) Lithography @ University of Tasmania. Kavet : 20 Gen 25.