Mont d’an endalc’had

Henri Delacoux de Marivault-Emeriau

Eus Wikipedia
Henri Delacoux de Marivault-Emeriau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanHenri Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Mez 1821 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChâteauroux Kemmañ
Deiziad ar marv26 Du 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
MicherOfficer of the French Navy Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Navale Kemmañ
Grad milourelcapitaine de vaisseau Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Legion of Honour Kemmañ
Henri Delacoux de Marivault-Emeriau

Henri Delacoux de Marivault-Emeriau a oa bet ganet d'an 22 a viz Mezheven 1821 e Châteauroux hag aet e oa da Anaon d'ar 26 a viz Du 1910 e Pariz.

Tremenet en devoa e vicher a-bezh er morlu adalek 1837 betek ar 14 a viz Genver 1881 ma oa bet aotreet da vont war e leve, goude bezañ bet anvet da gabiten lestr d'an 2 a viz Kerzu 1864.

Pa oa bet roet e zilez gant Émile de Kératry e oa bet anvet Henri Delacoux de Marivault-Emeriau e penn Kamp Koñli dre zekred ar 7 a viz Kerzu 1870, roet e oa bet dezhañ ar rez a jeneral rannarme war un dro, hag eñ da zont da vezañ trede pennrener Arme Breizh. Dindan e veli eo o devoa staget, d'an 12 a viz Kerzu 1870, ar miliadoù a soudarded eus Breizh da guitaat al lec'h milliget-se a denne kentoc'h d'ur gêr fank eget d'ur c'hamp aozet mat.

Roet e voe dezhañ ar rez a gomander en Urzh broadel al Lejion a enor d'an 29 a viz Eost 1872.