Geoffrey Oryema
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Ouganda, Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Geoffrey Oryema ![]() |
Anv ganedigezh | Geoffrey Oceng Oryema ![]() |
Anv-bihan | Geoffrey ![]() |
Anv-familh | Oryema ![]() |
Deiziad ganedigezh | 16 Ebr 1953 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Soroti ![]() |
Deiziad ar marv | 22 Mez 2018 ![]() |
Lec'h ar marv | An Oriant ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | krign-bev ![]() |
Tad | Erinayo Wilson Oryema ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Micher | kaner ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1990 ![]() |
Benveg sonerezh | mouezh, gitar, Lukeme, Nang ![]() |
Lec'h diazez | Ouganda ![]() |
Tachenn | World music, indie rock ![]() |
Label sonerezh | Real World Records ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://geoffrey-oryema.com ![]() |

Geoffrey Oryema (16 a viz Ebrel 1953 - 22 a viz Mezheven 2018) zo ur soner ha kaner genidik eus Ouganda. E 1977 e voe lazhet e dad, Erinayo Wilson Oryema, hag a oa ministr e gouarnamant Ouganda, ha tec'hout a reas Geoffrey eus ar vro. Bevet en deus e Pariz, e Normandi, hag abaoe 2009 emañ o vevañ e Breizh, e Plañvour.
Kanañ a ra Geoffrey Oryema e meur a yezh : e swahileg, en atcholeg, e gandaeg, yezhoù eus Ouganda, hag ivez e saozneg hag e galleg. Seniñ a ra gant meur a venveg, en o zouez lod eus Afrika (kora, nang) koulz ha gitar-tredan.
Anavezet eo er bed a-bezh abaoe e eil albom, Beat the Border. Kenlabouret en deus gant sonerien evel Peter Gabriel ha sonadegoù en deus graet en Europa, er Stadoù Unanet, e Japan, e Brazil, en Aostralia... E 1994 e oa bet o seniñ e Woodstock 94, da lidañ 25 bloaz ar festival hollvrudet.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Exile (1990)
- Beat the Border (1993)
- Night to Night (1996)
- Spirit (2000)
- The African Odysseus/Best Of (2002)
- Words (2004)
- From The Heart (Long Tale Recordings) (2010)