Fredrik Iañ Sveden
Friedrich von Hessen-Kassel (1676-1751) a oa ur priñs alaman protestant, eus Tiegezh Hessen-Kassel, jeneral en arme war varc'h, hag a voe anvet da roue Sveden evel Fredrik Iañ Sveden e 1720, ha da briñs Finland war un dro. Ouzhpenn-se e voe anvet da landgrav Hessen-Kassel adalek 1730.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Garl Iañ Hessen-Kassel ha da Maria Amalia Kourland.
E 1692, pa oa 16 vloaz, e krogas gant e droiad dre Europa, ha mont a reas da Republik an Izelvroioù. E 1695 ez eas da Italia, hag alese da Jeneva da studiañ.
Goude-se e stagas gant micher an armoù, ha letanant-jeneral e oa e penn arme Hessen e Brezel Hêrezh Spagn skoaz-ouzh-skoaz gant Izelvroiz .
E 1703 e voe faezhet en emgann Speyerbach, met bloaz goude e kemeras perzh en trec'h en Emgann Blenheim. En 1706 e voe trec'het adarre gant ar C'hallaoued en emgann Castiglione.
E 1716 hag e 1718 e kemeras perzh e brezelioù Karl XII, roue Sveden, a-enep Norvegia, hag anvet e voe da bennjeneral arme Sveden.
E 1738 e lakaas berz war ar frañmasonerezh.
E 1743, e voe ret dezhañ plegañ d'ar Rused ha dibab da hêr ar priñs Adolf Fredrik von Hosltein-Gottorp.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
- E 1700 e timezas da Luise von Brandenburg (1680-1705), merc'h da roue Prusia Frederig Iañ Prusia, ha divugel e voent.
- E 1715 ec'h addimezas da Ulrika Eleonora (1688-1741), merc'h da Garl XI, roue Sveden, ha divugel e voent ivez. Dilezel ar gurunenn a reas Ulrika, d'he reiñ d'he fried en 1720. Met galloud bras n'en doe ket rak hervez ar vonreizh eo gant ar Riksdag e oa.
Ur serc'h en doa, ar gontez Hedvig Ulrika Taube, ha meur a vugel o doe, hogen evel besterd ma oant ne c'hallent ket ren.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]