Frederig VI Danmark
Frederig VI Danmark (Palez Christiansborg 1768 - Amalienborg 1839) a voe roue Danmark etre 1808 ha 1839 ha roue Norge eus 1808 da 1813.
Ganet e voe e Palez Christiansborg d'an 28 a viz Genver 1768, ha mab e oa da Christian VII, roue Danmark ha d'ar rouanez Carolina Matilda Breizh-Veur. Mab-bihan e oa Frederig VI, diouzh tu e dad, d'ar roue Frederig V Danmark ha d'e wreg, ar rouanez Louise Breizh-Veur ; diouzh tu e vamm e oa mab-bihan d'ar priñs saoz Frederick (priñs Kembre) ha d'ar briñsez alaman Augusta von Sachsen-Gotha.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 31 a viz Gouere 1790 e timezas e Gottorp da Marie von Hessen-Kassel (1767-1852) (rouanez Danmark), merc'h da Garl Iañ von Hessen-Kassel. Eizh bugel o devoe, met div verc'h hepken a chomas bev. Diaesoc'h a se e voe hêrezh kurunenn Danmark :
- Christian (1791-1791) ;
- Marie Louise (1793-1793) ;
- Caroline (1793-1881), a zimezas en 1829 da Frédéric Ferdinand Danemark (1792-1863), mab -bihan da Frederik V Danmark ;
- Louise (1795-1795) ;
- Christian (1797-1797) ;
- Louise Juliane (1802-1802) ;
- Frédérique Marie (1805-1805) ;
- Wilhelmine Marie (1808-1891)