Françoise
Neuz
Françoise zo un anv-badez gallek, diwar an anv-paotr François, hag a glot gant an anv-badez brezhonek Frañseza. Dont a ra eus gallekadur an anv italianek Francesca.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise Mallet-Joris (1930-), skrivagnerez velgiat
- Françoise du Brésil, anv gallekaet ar briñsez vrazilian Francisca de Bragança.(1824-1898)
XVvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise d'Amboise ( 29 a viz Mae 1427 – 4 a viz Du 1485), pried Pêr II, dug Breizh; kement-se a ziskouez e oa erruet an anv eus Italia 40 bloaz war-lerc'h ganedigezh Francesca Romana;
- Françoise de Dinan, (1436-1500), gwreg Jili Breizh, breur an dug Pêr II, gouarnerez Anna Breizh.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise Le Roux(1927-2004), keltiegourez vreizhat ha skrivagnerez c'hallek, pried da Christian-Joseph Guyonvarc'h.
- Françoise Louarn, politikourez vreizhat, kuzulierez-rannvro UMP, brezhonegerez.
- Françoise Lermen, troourez vrezhonek,
- Françoise Le Leu (g. e 1960), marc'hhouarnerez
XVIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise de Foix (war-dro 1495-1537), serc'h ar roue gall Frañsez Iañ
- Françoise de Montmorency (1562-?)
XVIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louise Françoise de la Baume le Blanc, dimezell a La Vallière, dugez a Vaujours (1644-1710), serc'h da Loeiz XIV
- Françoise d'Aubigné, markizez a Maintenon (1635-1719), serc'h ha pried da Loeiz XIV
- Françoise-Athénaïs, markizez Montespan (1640-1707), pried-kleiz da Loeiz XIV
- Françoise Marie de Bourbon (1677-1749), priñsez c'hall, bastardez da Loeiz XIV ha Françoise-Athénaïs, markizez Montespan ; dimezet da Philippe d'Orléans (1674-1723).
XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise-Louise de Warens, anavezet evel Madame de Warens (1699-1762), madoberourez ha pried-kleiz Jean-Jacques Rousseau.
- Françoise de Châlus, dugez Narbonne-Lara (1734-1821), serc'h da Loeiz XV
- Anne-Françoise-Elisabeth Lange, anavezetoc'h evel Mademoiselle Lange (1772-1825), a oa un aktourez c'hall
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jeanne Françoise Julie Adélaïde Récamier (1777-1849)
XXvet ha XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise Dolto (1908-1988), bredelfennourez
- Françoise Giroud (1916-2003), kazetennerez ha politikourez
- Françoise Dior (1932-1993), naziourez
- Françoise Sorya Dreyfus, anavezet evel Anouk Aimée (ganet e 1932), aktourez
- Françoise Héritier (1933-2017), denoniourez
- Françoise Sagan (1935-2004), skrivagnerez
- Françoise Claustre (1937-2006), hendraourez
- Françoise Dorléac (1942-1967), aktourez
- Françoise Hardy (1944-), kanerez c'hallek, ha lennerez-planedennoù
- Françoise Chandernagor (1945-), skrivagnerez
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-tiegezh a gaver e Normandi eo ivez.