Mont d’an endalc’had

Embann Theodosius

Eus Wikipedia

Embann Theodosius pe Embann Thessaloniki, anvet Cunctos Populos e latin, eo an embann impalaerel, ar 27 C'hwevrer 380, gant an impalaer roman Theodosius Iañ a voe lakaet gantañ ar Gristeniezh da relijion ofisiel nemeti, ha berzet ar relijionoù pagan. Heskinet e voe ivez ar filozofourien epikurian, hag ar re all.

Forbannet e voe ar relijion bagan da vat gant Theodosius d'an 8 a viz Du 392. Da-heul e voe lakaet fin d'ar skritur an arouzezlunoù (abalamour skeudennoù an doueed) ha d'ar C'hoarioù olimpek (abalamour ma oa noazh ar rederien).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. Paris. 1994