Eil Levr an Danevelloù
Eil levr an Danevelloù (2 Dn) zo ul levr eus an Testamant Kozh. En Tanac'h ez eo an eil lodenn eus Levr an Danevelloù. Dont a ra da-heul al levr kentañ (1 Dn) hag a gont istor ar bed adalek e grouidigezh betek ren ar roue David, haroz al levr kentañ (1 Dn). Salaun eo hini an eil lodenn. Ne gaver netra enep dezhañ. Ar roue en deus savet an Templ kentañ eo. Tost da eizh pennad a zo gouestlet d'an oberenn-veur-se.
Kavout a reer c'hwec'h pennad ha tregont en holl el levr. Nav a zo evit Salaun hag an nemorant evit rouaned Rouantelezh Yehouda adalek marv Salaun betek an harlu e Babilon. Goude disrann meuriadoù an norzh ne bled an daneveller nemet gant Rouantelezh Yehouda, ar rummadoù chomet feal da Zoue hervezañ.
An trec'h war an enebourien, ar berzh-mat, eurvad ar bobl a zo liammet ouzh ar fealded da Zoue. Buan e tremen an daneveller war ar rouaned o deus kemeret plegoù fall e-keñver al Lezenn ; pelloc'h e chom gant ar re o deus klasket adreizhañ an traoù. Pec'hedoù ar rouaned, ar briñsed, ar veleien hag ar bobl, o tisentiñ ouzh kelennadurezh ar brofeded, eo o deus degaset war Israel ar gwallverzh, dismantr an Templ, rivin Jeruzalem hag an harlu..[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) Troidigezh An Tour-tan, Levrenn 4, p 371