Dafne (nimfenn)
Neuz



Daphne (Δάφνη e henc'hresianeg, da lavarout eo "lore"), a oa merc'h an doue-stêr Peneios hag an naiadenn Kreousa, pe hini an doue-stêr Ladon, hervez doare arkadian ar vojenn.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skuizh e oa aet Eros gant an doue Apollon a rae goap eus e ampartiz war ar gwaregata. Ouzhpenn-se, a-hervez, e kave torr-penn klevout Apollon o kanañ. Fellout a reas dezhañ ober noaz d'an doue. Tennañ a reas ur saezh warnañ ha setu an doue aet sot gant Dafne, pa ne oa-hi ket troet gantañ. Hag eñ da redek war he lerc'h dre ar vro. Ma'z eas ar paourkaezh plac'h da c'houlenn skoazell digant an doue-stêr Peneios, he zad hervez ar vojenn. Hag eñ treiñ anezhi e lore, arouez ar yaouankiz hollbadus. Diwar neuze e voe sakr al lore d'an doue.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dafne, ur c'hoarigan gant Jacopo Peri
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollon ha Dafne delwenn gant Gian Lorenzo Bernini