Chuck Palahniuk
Charles Michael "Chuck" Palahniuk, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1962, a zo ur c'hazetenner hag ur skrivagner flemmus amerikan, genidik eus ur familh a orin ukrainian. Chuck Palahniuk a zo bet ganet e Pascon e-barzh stad Washington. Hiziv an deiz e vev e Vancouver (Washington). Brudet eo abalamour d'ar prizoù en deus resevet evit e levr Fight-Club, implijet diwezhatoc'h evit ober ur film er sinema gant David Fincher d'e seveniñ. En e levrioù e taol ur sell kinek, prederiet hag a-wechoù fentus war hor bed.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Palahniuk a zo bet ganet e Pasco, e-barzh stad Washington, ha tremen a reas e vugaleaj gant e dud Carol ha Fred Palahniuk en ur mobil-home staliet e-kichen Burbank. Diwezhatoc'h pa zimezas e dud, e veve aliesoc'h gant e dud-kozh en ur ranch e reter Washington.
Pa oa 20 vloaz, Palahniuk a oa bet degemeret e skol-veur kazetennerezh Oregon. Tapout a reas e arnodenn e 1986. E-pad e studioù e labouras en National Public Radio e Eugene, e stad Oregon. Goude-se ez eas war-zu Portland. Goude bezañ labouret e pad ur brantadig evit ar gazetenn lec'hel, ez eas da labourat evit ar gevredigezh Freightliner (ur gevredigezh karrdiour) evel mekanikour a-raok ma rafe eus ar skrivañ e vicher da vat. Hag e-pad ar c'houlz-se e skrivas ivez levrioù-dorn evit mekanikoù hag ur gargig en doa e-barzh ur gazetenn (Met james Palahniuk na distroas d'e vicher a gazetenner).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Insomnia: If You Lived Here, You'd Be Home Already (skrivet e penn kentañ ar bloavezhioù 1990, met chomet diembann)
- Fight Club (1996) — (lakaet er sinema gant David Fincher e 1999)
- Survivor (1999)
- Invisible Monsters (1999) (skrivet etre Insomnia ha Fight Club met embannet diwezhatoc'h, an embannerien a damalle da Balahniuk bezañ skrivet ul levr re feuls)
- Choke (2001)
- Lullaby (2002)
- Diary (2003)
- Haunted (2005)
- Rant (2007)
- Snuff (2008)
- Pygmy (2009)