Mont d’an endalc’had

Caballo Viejo (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Ur pennad Caballo Viejo zo ivez.

Caballo Viejo ("Marc'h kozh") zo ur ganaouenn spagnolek savet, ton ha son, gant ar sonaozour venezuelat Simón Díaz (1928-2014), hag embannet en e albom heñvelanvet e 1980. Hiziv ez eo brudet evel ar gwellañ kanaouenn eus an doare llanera eus Venezuela.

Savet eo ar ganaouenn diwar-benn ur marc'h kozh hag a domm ouzh un ebeulez, da lavarout eo, evel-just, un den war an oad hag ur grennardenn. E 1980 edo Simon e San Fernando de Apure, e kreiz Los Llanos venezuelat ; tostik da 52 vloaz e oa, ha tommañ a reas ouzh ur ganerez yaouank llanera, 19 vloaz, anvet Maigualida Valera. Hag ar c'haner da sevel gwerzennoù dezhi.

Kanet eo bet gant kalz kanerien ha sonet gant lazoù, ken na gonter tost da 300 doare enrollet, en o zouez re Mirtha Pérez, Papo Lucca, Celia Cruz, María Dolores Pradera, Julio Iglesias, Gilberto Santa Rosa, José Luis Rodríguez, Opus Cuatro, Pepe Arévalo y su orquesta, Polo Montañes, Oscar D'León, Ray Conniff, Freddy López, Celso Piña, Rubén Blades, Roberto Torres, Tania Libertad, Carlos Nuño y la Grande de Madrid, Armando Manzanero, Ry Cooder, Martirio, Susana Harp, Bareto ha Plácido Domingo, Kumbia Queers, el Chaqueño Palavecino ha Circo Vulkano. He c'hlevout a reer e Bamboleo ar Gipsy Kings, ha sonet eo bet gant The United States Army Field Band e 2011.

Troet eo bet e daouzek yezh, en o zouez ar serbeg : Španska kraljica, "Rouanez spagnol", kanet gant Beat Street e 1995.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]