Mont d’an endalc’had

Buellt

Eus Wikipedia


Buellt
Rouantelezh Buellt

406 – VIIIvet kantved Flag
Location of Buellet
Location of Buellet
Rouantelezhioù hag isrouantelezhioù kozh Kembre
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue
 - 406 - 440 Pasgen (Pascent) ap Gwrtheyrn
Istor
 - Dilezet eo Kembre gant ar Romaned 406
 - Staget ouzh Seisyllwg VIIIvet kantved



Ur rouantelezh kozh eus Kembre e oa Buellt (Builth e saozneg). E-kichen Caer Bedris edo, er pezh a zo kontelezh Powys e Kembre hiziv. Gant ur skourr eus familh roueel ar rouantelezh-mañ e voe krouet e derou ar Vvet kantved ha dont a reas da vezañ dizalc'h pa zilezas ar Romaned an enezenn.

Ul lodenn anezhi e oa isrouantelezh Gwerthrynion ha titl « roue Gwerthrynion » a veze alies gant rouaned Buellt.

Biskoazh ne voe a-bouez rouantelezh Buellt hag e-pad ar VIvet kantved e teuas da vezañ un isrouantelezh dindan hini Brycheiniog. Staget e oa ouzh Seisyllwg goude 800.


Hervez an Historia brittonum, e vije bet tiegezh ar roue meur Vortigern o ren war ar rouantelezhioù-se. E dud o dije graet araokañ[1] hag e vab Pasgen war e lerc'h ma n'en deus ket graet e-unan" [2].


Listenn rouaned Builth (n’eo ket peursur an amzeriadoù)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


(ar furmoù etre krommelloù zo anvioù er stumm ma'z int bet skrivet en dielloù kozh[3]). Ar re all zo skrivet e doare ar c'hembraeg a vremañ.)


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Historia brittonum, rannbennad 49 : "Setu amañ lignez Vortigern, a zeu eus Fernvail, a renas e rouantelezh Guorthegirnaim, ha oa mab Tudor
  2. Historia brittonum, rannbennad 48 : "Tri mab en doa [Vortigern] : ar c'hoshañ e oa Vortimer, a stourmas, evel m'hon eus gwelet, peder gwezh enep ar Saozon, hag a lakas anezhe da dec'hout; Categirn e oa an eil, a voe diskaret en hevelep emgann gant Horsa; an trede a oa Pascent, a renas e div vro Builth ha Guorthegirnaim, goude marv e dad"
  3. Nennius: Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), VIIIvet kantved, pennadoù 48-49, embannet gant J. A. Giles, Six Old English Chronicles, London Henry G. Bohn, 1848. Da ziwall zo evel just ouzh ar pezh zo skrivet en destenn-se abalamour ma ne veze ket skrivet an istor er mare-se evel ma vez hiziv an deiz.