Brezel ar Farrapos
Rann eus | rebellions during the Regency Period in Brazil |
---|---|
Lec'h | Sul |
Deiziad | 20 Gwe 1835 |
Deiziad kregiñ | 20 Gwe 1835 |
Deiziad echuiñ | 1 Meu 1845 |
Perzhiad | Impalaeriezh Brazil, Republik Riograndense |
Brezel ar Farrapos (pe Guerra dos Farrapos, pe Revolução Farroupilha e portugaleg) a oa un emsavadeg republikan e 1835 a c'hoarvezas e kreisteiz Brazil (Rio Grande do Sul ha Santa Catarina). E penn arme an emsavidi e oa ar jeneraled Bento Gonçalves da Silva, Antônio de Sousa Neto, ha Giuseppe Garibaldi. Faezhet e voent gant Impalaeriezh Brazil e 1845.
Abalamour d'ar brezel e voe kurunet Pedro II buan-ha-buan, goude ma ne oa nemet 15 vloaz, kontrol da Vonreizh Brazil. War-lerc'h brezel Cabanagem eo an eil brezel gwadusañ e Brazil.
Ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a reer e savas brezel abalamour d'an disheñvel ma oa ekonomiezh Rio Grande do Sul diouzh hini ar peurrest eus ar vro. Pa veve ar proviñsoù all diwar o gwerzhioù d'an estrenvro, e oa harpet ekonomiezh ar stad war an eskemmoù diabarzh. Ar charque (kig bevin sec'het ha sall ) ne gave ket sav e-kichen charque prenet digant Uruguay pe Arc'hantina, o devoa digor war marc'had Brazil e-keit ma veze taosoù war boued ar gauchos (evel ma reer eus tud stad Rio Grande do Sul) e diabarzh Brazil.
E 1835 e voe anvet Antônio Rodrigues Fernandes Braga da brezidant Rio Grande do Sul, ma voe plijet ar saverien-chatal a-du gant ar frankizouriezh da gentañ. Met buan e voe cheñchet penn d'ar vazh. En deiz kentañ e tamallas d'ar saverien-chatal bout disrannourien.
D'an 20 a viz Gwengolo 1835 e voe kemeret Porto Alegre, kêrbenn ar stad, gant ar jeneral Bento Gonçalves. Neuze e krogas un emsavadeg a-enep gouarnamant ar stad. Prezidant ar stad a dec'has da gêr Rio Grande, 200 km er c'hreisteiz.
En Porto Alegre e voe dilennet Marciano Pereira Ribeiro da brezidant gant an emsavidi, ar farrapos .