Bleiz-stêr
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||
Genad : | Pteronura | ||
Anv skiantel | |||
Pteronura brasiliensis Gmelin, 1788 | |||
Statud CITES : | Stagadenn I , Amzeriad adwel dianav | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hi-dour brasañ er bed eo ar bleiz-stêr, pe ki-dour meur, (Pteronura brasiliensis). Ar spesad nemetañ eo er genad Pteronura.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bleizi-stêr a c'hell tizhout 180 cm ha pouezañ 34 kg. Ar parezed zo bihanoc'h ha pouezañ a reont 26 - 27 kg hepken. Ur vlevenn stank ha c'hwek, gell-du he liv, en deus. Un tarch gwenn disheñvel he stumm evit pep loen zo war e c'houzoug. Ront eo e benn ha berr e zivskouarn. Gant kreoñ eo goloet ar fri hag an divfron hepken a c'haller gwelet. E zaoulagad ledan a ro tro dezhañ da hemolc'hiñ dindan an dour. Berr ha palvezek eo e bavioù. 12 vloaz e c'hell bevañ en ur gwarezva, kalz nebeutoc'h en natur moarvat.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer bleizi-stêr e stêrioù ha lennoù izeldirioù trovanel holl vroioù Suamerika estreget Chile. Deuet eo da vezañ ral-tre e Paraguay, Uruguay hag Arc'hantina.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus preizherien vrasañ ar rannved-se eo ar bleiz-stêr. En em vagañ a ra diwar pesked, kranked, kaimaned bihan ha naeron. Gallout a ra hemolc'hiñ e-unan pe e strolladoù. Ur spesad kevredadel eo ar bleizi-stêr. Bevañ a reont e strolladou familh 4-8 ezel enno. Ar parezed a c'han etre 1 ha 5 kolen en un douarenn ur wech ar bloaz. Gant o mamm e chom ar c'helin etre daou ha tri bloavezh.
Gwarez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemolc'het e vez ar bleizi-stêr evit o c'hroc'hen met ivez evit o c'hig. En arvar eo ar spesad hervez an IUCN, abalamour d'ar chase, da zistrujadur e annez, da gleñvedoù degaset gant an anevaled doñv ha d'al louzoù enep-amprevaned a zalc'h en e gorf.