Because (kanaouenn, The Beatles)
Because (Peogwir) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz John Lennon, daoust ha ma c'heller lenn Lennon-McCartney war golo ar pladennoù (diouzh ar c'henemglev boas a oa bet savet etre an daou arzour).
Displegañ a reas John Lennon edo o tiskuizhañ en ur gourvezvank p'he devoa kroget Yoko Ono da seniñ kentañ klotadoù Klaviersonate Nr. 14[1] (gant Beethoven). Goulennet en devoa ganti o adseniñ e gin ha, diouzh an doare-mañ, e c'hanas ton Because e spered Lennon.
Kaset e oa bet an enrolladennoù da benn e studioioù Abbey Road (Londrez) d'ar 1añ, 4 ha 5 a viz Eost 1969, George Harrison, Lennon, McCartney ha George Martin[2] (1926-2016) o kemer perzh enni. Embannet e voe gant Apple Records d'ar 26 a viz Gwengolo[3] 1969 er Rouantelezh-Unanet, a-gevret gant ar c'hwezek sonenn all eus an albom Abbey Road[4] gant The Beatles.
Adenrollet e voe mouezh ar ganerien, div wech ouzhpenn, war an enrolladenn gentañ evit reiñ ar santad d'ar selaouerien e oa ur c'hor a nav mouezh o kanañ e kensoniezh.
Er sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar wech kentañ en istor ar c'hanaouennoù savet gant The Beatles e c'haller klevout unan anezhe — Because — da-geñver tañvadenn ar film Valerian and the City of a Thousand Planets gant Luc Besson, deuet e-maez e miz Gouere 2017. Paul McCartney e-unan en devoa roet an aotre d'ar filmaozour gall[5].
Selaou Because...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ...tennet eus an albom Abbey Road gant The Beatles
- ...e tañvadenn ofisiel ar film Valerian and the City of a Thousand Planets (miz Gouere 2017) gant Luc Besson.
Lenn ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajennoù 894,
- Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008, pajennoù 358-359.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sonadenn Loargann, 1801.
- ↑ Hag eñ produour ar strollad, o seniñ ar spinetez tredan.
- ↑ Ha d'ar 1añ a viz Here e Stadoù-Unanet Amerika.
- ↑ Eil kanaouenn an tu B, war-lerc'h Here Comes the Sun hag a-raok You Never Give Me Your Money.
- ↑ Why Paul McCartney Let Valerian Use A Beatles Song In The Trailer el lec'hienn CINEMABLEND.