Mont d’an endalc’had

Banwy

Eus Wikipedia
Ar stêr Banwy e Maldwyn e-kichen Y Foel.
Pont Banwy war an Afon Banwy e-kichen Y Foel.

Ur stêr eus Kembre, e gwalarn Powys, eo an Afon Banwy, pe Stêr Banwy.

Eieniñ a ra en torgennoù etre Mallwyd hag Y Trallwng. Nant Cerrig-y-groes eo anv ar stêr en hec'h eienn e-kichen Moel y Llyn. Redek a ra neuze war-du ar reter. Meur a froud a deu d'he bete a-raok Pont Twrch e-kichen Y Foel, hag eno e kember an Afon Twrch ganti. Tri c'hardlev pelloc'h e teu an Afon Gam eus Nant yr Eira d'he betek, etre Y Foel ha Llangadfan.

Goude mont hebiou da gêriadennig Llanerfyl e tegouezh e Llanfair Caereinion hag e tremen dindan ur pont. Treiñ a ra war-du an hanternoz wa-hed ul levr hanter. 'Yr Hafesb' eo hec'h anv lec'hel neuze, ha tremen a ra dirak lez kozh rouantelezh Powys e Mathrafal. Ur c'hardlev bennak er c'huzh-heol e kej an Afon Banwy gant ar stêr Efyrnwy e-kichen y Bont Newydd.