Mont d’an endalc’had

Arvern

Eus Wikipedia

Arvern
Arvern Daofined Arvern
  • ██ Arvern e Bro-C'hall (1789)
  • Arvern[1], Alvern[2], pe Aovergn[3] (Auvèrnhe pe Auvèrnha en okitaneg, Auvergne e galleg) zo ur vro istorel en Okitania hag evit un darn vat ur broviñs kozh e Bro-C’hall abaoe dibenn an XIIvet kantved.

    Meur a aotrouniezh a voe er Grennamzer er vro annezet a-gent gant pobl c’halian an Arvernii ha mont a reas an douaroù-se da stummañ ur gontelezh goude-se. Staget e voe kontelezh Arvern ouzh rouantelezh Bro-C'hall e dibenn an XIIvet kantved, gant ar roue Fulup II an Aogust, tra nac'het betek ar XVIIvet kantved gant lod eus diskennidi konted Arvern.

    Hiziv emañ proviñs kozh Arvern en he fezh e-barzh rannvro Auvergne, met brasoc’h eo ar rannvro velestradurel eget Arvern gozh.

    Clermont-Ferrand eo ar gêr-benn istorel.

    Auvernhat pe arverneg a reer eus rannyezh okitanek Arvern.

    Eus ar proviñs d'an departamantoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ar vro rannet etre an departamantoù.

    An darn vrasañ eus ar proviñs zo aet d'ober departamantoù ar Puy-de-Dôme hag ar C'hantal. Tammoù zo en Haute-Loire hag en Allier.

    • Vercingetorix, penn galian
    • E Riom, en Arvern, ez eo bet ganet ar c'haner Alain Cochevelou, anavezet gwelloc'h dindan e anv arzour Alan Stivell ; den-e-karg eno edo e dad d'an ampoent.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Geriadur Vallée, roet da droidigezh kentañ : « Bro-Arvern, (an) Arvern, (an) Aovergn' '», p. 49b ; Roparz Hemon, Dictionnaire Français-Breton (1947), Noms géographiques, p. 399b : Auvergne Arvern » (troidigezh nemeti roet).
    2. Paotr Treoure Mojennou ha soniou p. 120, « ton alvernat ».
    3. Geriadur Vallée, p. 49, roet da drede ha diwezhañ troidigezh.

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.