Apadravya
Un doare toullgorfañ eo ar apadravya, ha gantañ e vez toullet mezenn ar c'halc'h a-serzh, eus an nec'h d'an traoñ o treuziñ kan an troazh. Peurliesañ e vez toullet ar c'halc'h en e greiz, met bez' e c'hell bezañ toullet a-gostez ivez en ur dremen dre kan an troazh memestra.
Daoust ha ma vez staliet un apadravya en dro nemetken, a-wezhoù e vez kaset da benn e div fazenn: da gentañ ur Priñs Albert, klokaaet ur wezh pareet da vat.
Pa vez staliet ar bravig en toull, ur varrennig en degouezh-mañ, e rank bezañ hir a-walc'h evit chom hep strishaat betek re ar c'halc'h p'emañ o pareañ ha pa'c'h a war reutaat.
Unan eus an toullgorfadurioù poaniusañ eo an apadravya rak toullet e vez lodenn kizikiañ ar c'halc'h. Ur vez pareet avat e tegas plijadur d'ar paotr bet toulelt a-drugarez d'ar fed ma vez flouret diabarh ar c'halc'h war-eeun. Plijadur e c'hell degas d'ur vaouez ivez dre ma stok ar brav ouzh ar poent-G.
Ouzhpenn un apadravya eeun e c'heller kas da benn ivez un apadravya don, treuzet korf ar c'halc'h dre e hed gantañ, ral-tre; ur groaz voemus pa vez kevellet un apadravya gant un ampallang; un apadydoe, pa vez kevellet gant un dydoe; pe c'hoazh un halfadravya, pa vez staget un apadravya ouzh ur c'halc'h bet istroc'het.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lavaret e vez gant bruderien an doullerien ez eus anv eus an apadravya er C'hamasoutra. Tud zo ha ne gredont ket er bruderezh-se a lavar n'eo ket un doare toullañ eo a zo el levr. Re all a lavar n'hall ket ar skeudennoù bruderezh diskouezet bezañ skeudennoù eus gwir galc'hioù toullet.
Pennadoù kar:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|