Mont d’an endalc’had

Alfred Kalb

Eus Wikipedia
Lejioner
Anv badez Alfred Kalb
Lesanvioù Lejioner bihan

Ar c'hantreer
Razh an dezerzh
An evn-kazh kozh digastret
Mahomedour

Deiziad ganedigezh Dianav
Aet da anaon
Lec'h ganedigezh Berlin, Berlin-Moabit, Alamagn
Bro Alamagn
Skourr Lejion Estrañjour

Wehrmacht

Micherioù Lejioner

Soudard

Renk Gefreiter
Unvezh 19vet rann panzer

27vet rejimant panzer

Emgannioù pennañ Brezel ar Rif

Koursk
Stalingrad
Monte Cassino

Lejioner, Alfred Kalb eus e anv gwirion, a zo un dudenn a adkaver lies e romantoù istorel Sven Hassel. Genidik eus Berlin o vevañ e karter Berlin-Moabit a-raok an Eil Brezel-bed. Stlapet e oa bet er c'hampoù-bac'h dre ma oa bet ezel el Lejion Estrañjour ha neuze kondaonet evit bezañ bet o servij en ul lu o vrezeliñ a-enep an Trede Reich ha gwelet evel enebour politikel. Gefreiter ez eo er 27vet rejimant panzer e romantoù Sven Hassel. Goude an Eil Brezel-bed e tistro el lejion estrañjour gant e gamarad Breur Bihan. Mervel a raio en un ospiti evit al lejionerien gozh evel Breur Bihan.

Soudard gall war talbenn ar reter e sigaretenn en e veg

Da geñver an holl tudennoù taolennet e romantoù Sven Hassel ez eo an hini stabilañ da geñver spered. Soudard abaoe ma z'eo yaouank flamm n'en deus ket aon rak ar stourm na rak ar gourdonadegoù. A-wechoù ez eo lakaet e karg da gourdoniñ ar soudarded nevez o erruout er 27vet rejimant panzer. Displijet bras ez eo gant an dud hep doujañs ouzh ar relijion betek lazhañ kriz lod anezho.

Displijet bras ez eo gant an dud o flemmañ ar Frañs rak en em santout a ra gall a-raok pep tra. Gwasoc'h ez eo pa vez flemmet e harozh ar jeneral De Gaulle, gellout a ra bezañ feuls a-benn neuze.

Soudard lejioner en 2vet rejimant estrañjour e-pad Brezel ar Rif

Muzulman ez eo met evañ ha butuniñ a ra. Ober a ra an holl pedennoù ret bemdez gant e tapiz pediñ.

Pa vez o argadiñ e huch pe "Allah el Ackbar!" pe "En avant la Légion!". Pa vez o c'hortoz ur prantad stourm pe un dro-gamm e blij dezhañ mouskanañ "Komm, Süßer Tod" (brezhoneg:" Deus marv dous, deus") ur ganaouenn anavezet mat el lu Alaman ha bet krouet gant Johann Sebastian Bach hag ul liamm a ra gant lugan al Lejion Spagnol "¡Viva la muerte!". Dre gement-mañ e soñj a-wechoù d'ar rusianed ez eo soudarded ar brigadenn SS Rann-arme Karl-Veur e-tal dezho.

Komz a ra Alamaneg, Arabeg, Spagnoleg, Galleg ha Chinaek.

Keñveriañ a ra alies an tachennoù hag an enebourien gant ar re en deus bet treuzet pe stourmet outo pa oa el Lejion Estrañjour dreist-holl e-pad Brezel ar Rif. Bepred e tiskler e oa gwasoc'h ar pezh a vevas a-raok bezañ er 27vt rejimant panzer.

Spouronet ez eo Breur Bihan gant ar bed relijiel ha pa vez kaoz eus ar Pab pe Jezuz pe Allah e sav ur barad anaon ennañ dre an torfedoù en deus bet graet a-hed e vuhez. Lejioner pe Alfred Kalb a implij ar fed-se evit gopaat outañ.

1m60 ez eo.

Galoñsoù renk un Gefreiter rann ar c'hirri-hobregonet

Bez e vez bepred gant ur sigaretenn enaouet pe get en e veg.

E dremm a zo mac'hagnet bras, glizennoù lies en deus. Spouroniñ a ra an dud dre e zaoulagad hag e dremm freuzet.

Digastret ez eo bet e toull-bac'h Fagen, pa vez e gamaraded o vont da welet ar gisti e ya ganto mezv-du dall hag e sell evit kaout mennozhioù evit digeriñ ur bordell dezhañ e-unan goude ar brezel e Maroko.

Bet e oa bet lejioner en eilvet rejimant el Lejion estrañjour, kemeret en deus perzh e brezel ar rif, stourmet en deus ivez e Indez-Sina.

Hervezhañ ez eo emezellet el Lejion pa oa 16 vloaz ha da vare romantoù Sven Hassel e tiskler ez eo soudard abaoe 14 vloaz pe 30 vloaz bremañ.

Ur soudard ampart ez eo war an holl tachennoù nemet stourm a-enep an tankoù lec'h ma z'eo gwelloc'h Breur Bihan evitañ. Soudard mailh gant ar mindrailherezhoù, kontilli, fuzuilhoù resided, kordennoù-kroug ez eo.

Plijout a ra dezhañ kaout armoù naetaet mat ha prest da lazhañ an enebourien.

Pa vez o vale ne ra trouz ebet ne ra forzh ma vije war an talbenn pe en a-dreñv.

Dougen a ra ul lien-mouch glas-gwenn-ruz livioù ar banniel c'hall hag en e godell unwisk soudard en deus ur poltred eus ar jeneral Charles de Gaulle.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Døden på Larvefødder (Rodoù ar marv) (1957) (Goañv 1943 - Meurzh 1944)
  • Frontkammerater (Kamaraded an talbenn) (1960) (Ebrel-Eost 1944)
  • Marchbataillon (Batailhon-bale) (1962) (fin 1942 - Ebrel 1943)
  • Gestapo (1943-1944)
  • Monte Cassino (1963) (Genver-Mae 1944)
  • Likvidér Paris ! (Risañ Pariz!) ((1967) Even 1944 - C'hwevrer 1945)
  • SS-generalen (Jeneral SS) (1969) (fin 1942- Ebrel 1943)
  • Glemt af Gud (Hent gwadus ar marv) (1977) (Hañv 1944 )
  • Jeg så dem dø (Brezel an hañv) (1974) (Here 1941 - Genver 1942)
  • Kommando Reichsführer Himmler (Kommando Reichsführer Himmler) (1972) (Eost-Here 1944)
  • GPU-Fængslet (Toull-bac'h ar GPU) (1971) (Goañv 1942 - 1943)
  • Krigsret (Barnadeg-brezel) (1979) (Goañv 1942-1943)
  • Kommissæren (Ar c'homiser) (1985) (Hañv 1941)