Mont d’an endalc’had

Carlo Emanuele IV Savoia

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Carlo Emanuele IV, dug Savoia
Carlo Emanuele en-bugel, gant e vamm Maria Antonietta Spagna, rouanez Sardigna

Carlo Emanuele IV di Savoia (Carl Emanuel ëd Savòja, en piemonteg)(Torino, 24 a viz Mae 1751 – Roma, 6 a viz Here 1819), lesanvet l'Esiliato (an Harluad) a voe dug Savoia ha roue Sardigna adal 1796 betek 1802 pa voe diskaret gant aloubadeg an armeoù gall Napoleone Buonaparte.

Mab henañ dug Savoia, Vittorio Amedeo, e oa. E dad a voe anvet da roue Sardigna, evel Vittorio Amedeo III, hag e vamm Maria Antonia a oa infantez Spagn evel merc'h da Felipe V, Roue Spagn.

Dimeziñ

Dimeziñ a reas da Clotilde Bro-C'hall, c'hoar d'ar roue gall Loeiz XVI ha da Gonted Provañs hag Artez. Div c'hoar Carlo Emanuele a zimezas d'ar Gonted ivez: Maria Giuseppina da Gont Provañs ha Maria Teresa da Gont Artez.

Bugel ebet n'o doe Carlo Emanuele ha Clotilde. Deol e oa, evel e wreg, ha harpañ a rae Urzh ar Jezuisted, ha mont a reas da Jezuist e-unan goude marv e wreg.