Belisarios
Ur jeneral bizantat e oa Belisarios (e gregach: Βελισάριος; Flavius Belisarius e latin), ganet war-dro 500 goude J.K. e Trakia hag aet da Anaon e 565 e Konstantinopolis.
Gounez a reas e emgan kentañ e 530 e Dara a-enep d'ar Bersed. Dindan an impalaer Justinian ec'h adkemeras douaroù digant ar Vandaled en Afrika (533-534), e Sikilia (535) hag en Italia. Eno ivez e stourmas ouzh an Ostrogoted (536-546). Belisarios a ac'hubo kêr Roma e 536. E 546 Totila roue an ostrogoted a kemero kêr Roma, a vo adkemeret gant Belisarios ar memes bloavezh. E 550 Belisarios a vo erlec'hiet gant Narses. Prokopios Kaisareia a zo bet e sekretour.
Dallet
kemmañ-
Bélisaire, gant François-André Vincent (1776). Belisarios, bet dallet, a rank klask e vara, hag a zo bet anavezet gant ur soudard bet dindanañ.
-
Belisarios roet bod dezhañ gant ur c'houer, gant Jean-François Pierre Peyron (1779)
-
Belisarios o c'houlenn an aluzen, gant Jacques-Louis David (1781)