An Argonaoted ( Αργοναύται e gregach) zo harozed e mojennoù koshañ Hellaz, a-raok brezel Troia. Mont a rejont gant Jason war vourzh ul lestr da Golc'his da gerc'hat ar maoutken aour.

Lestradeg an Argonaoted, gant Dosso Dossi (v. 1510)

Dont a ra o anv diwar hini al lestr, Argo, a deu diwar anv an den en savas, Argos. A-wechoù e vez graet Minianed anezho, anv ur bobl a veve eno en amzerioù-hont.


Mojenn

kemmañ

Jason a oa mab da Aeson, roue Iolkos (hiziv Volos) e Magnesia (e bro Thessalia), met an tron a oa bet kemeret gant lezvreur Aeson, anvet Pelias.

Kaset a oa bet Jason da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h C'hiron. Un orakl en doa kontet da b-Pelias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Jason, deuet d'e vent, e Iolkos da c'houlenn e hêrezh; kollet e oa bet ur votez gantañ o reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ an tron dezhañ gant ma teuje en-dro gant ar maoutken aour.

Gant hanter-kant a harozed veur all eus Hellaz e lestras Jason war vourzh an Argo e Pagases.

Da gentañ e rankent dont eus Thessalia, bro ar v-Minianed, met anvioù all a voe lakaet ouzhpenn gant ar gonterien, anvioù tud eus mareoù disheñvel evel Herakles pe Orfeüs.

An harozed

kemmañ
  • Akast a zegouezhas da ziwezhañ.

Menegiñ a reer ivez Amfion, Tydeüs, Theseüs, Amfiaraos, Atalante (ar vaouez nemeti), Meleagros, Asterion, Aktor, Mopsos an diouganer.

Pa zegouezhas lestr an harozed e Kolc'his ez eas Jason da-gaout ar roue Aetes da c'houlenn ar maoutken digantañ. Hag ar roue da respont e oa mat dezhañ, gant ma rafe Jason un nebeud taolioù-kaer, peogwir n'en doa ket c'hoant da reiñ e beadra da n'eus forzh piv.

E-touez an traoù dic'hallus da ober e oa stagañ daou darv, o zreid arem hag o fronelloù o teurel tan, ouzh un arar, ha gant an arar-se arat ur park ha hadañ ennañ dent aerouant Kadmos. Pa voent hadet e savas diwarne ur bagad tud armet a glaskas lazhañ jason, met dre chañs e voe sikouret ar paotr gant troioù hud merc'h ar roue, Medea hec'h anv.

Ha distreiñ a eure Jason, Medea, hag an Argonaoted da Iolkos gant o maoutken aour.

Mojennoù all

kemmañ

Kalz mojennoù all zo kaoz enne eus an dañjerioù a gavas an Argonaoted, hag eus taolioù kaer pep hini.

En istor an Argonaoted, unan eus mojennoù koshañ Hellaz, e kaver e-leizh a elfennoù eus ar c'hontadennoù-pobl, hag an temoù ordinal enno:

  • klask, beaj,
  • kas an haroz d'ober ur veaj dañjerus evit kaout an dizober anezhañ;
  • reiñ dezhañ trevelloù diaes meurbet pe dibosubl, ha ne vije ket deuet a-benn anezho panevet skoazell ur mignon bennak .

Gwelout ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.