Aktor
- Evit ar vicher aktor, gwelout aktour.
Aktor (Ἄκτωρ e gregach, "rener", diwar ar verb άγωa) zo un anv a gaver stank e mojennoù Hellaz kozh:
- Aktor (roue Fthia), a vije bet mab d'ar roue Myrmidon Fthia ha Peisidike, merc'h da Aiolos. Lazhet e voe gant Herakles. Hervez lod e varvas divugel, hervez re all e oa tad da Eurityon, a voe roue war e lerc'h.
- Aktor (mab Deion), a oa mab da Deion ha Diomede, merc'h da Ksouthos. Dimeziñ a reas da Aigina, an nimfenn merc'h d'ar roue-stêr Asopos. Kalz a vugale o doe, en o zouez Menoitios, a verdeas gant an Argonaoted, hag a oa tad pe tad-kozh Patrokles, kenderv ha mignon da Ac'hilleüs.
- Aktor (mab Azeüs), a oa roue Minianed Orc'homenos. E verc'h Astyoc'he a gemeras kraoñ digant an doue Ares, m'he devoe daou vab gevell digantañ, Askalafos hag Ialmenos, a gasas ar Vinianed da vrezeliñ da Droia.
- Aktor (mab Forbas), roue Elis, a zimezas da v-Molione, hag a voe tad ar c'hevelled anvet Molionided (Kteatos hag Eurytos). Sevel a reas kêr Hyrmina, anvet diwar-lerc'h anv e vamm.
- Aktor (mab Hippasos), unan ag an Argonaoted.
- Aktor, tad Sthenelos. Sthenelos a yeas da-heul Herakles pan eas da vrezeliañ ouzh an Amazonezed hag a voe lazhet gante.
- Aktor, unan eus kampagnuned Aineias en harlu.
- Aktor, ul Lapit a voe lazhet gant an den-marc'h Klanis.