12 Kerzu
deiziad
(Adkaset eus 12 a viz Kerzu)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 627 : Bizantion a drec'h ul lu persat renet gant ar jeneral Rhahzadh da geñver Emgann Niniv.
- 1941 : embannet eo diferad Carcopino a ro aotre da gelenn brezhoneg hag Istor Breizh er c'hentañ derez.
- 1943 : lazhet eo Yann-Vari Perrot gant un harzer, e Skrigneg.
- 1963 : dont a ra Kenya da vezañ dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1964 : dont a ra Jomo Kenyatta da vezañ kentañ prezidant Kenya.
- 1999 : peñse an eoullestr Erika a vaez da Benmarc'h (Breizh).
Ganedigezhioù
kemmañ- 1766 : Nikolay Karamzin, skrivagner hag istorour rusian.
- 1773 : Roparzh Surcouf, kourser breizhat.
- 1819 : Goulven Morvan, skrivagner brezhonek.
- 1821 : Gustave Flaubert, skrivagner gallek.
- 1863 : Edvard Munch, livour norvegiat.
- 1866 : Alfred Werner, kimiour suis, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1913.
- 1882 : Akiba Rubinstein, mestrc'hoarier echedoù polonat.
- 1915 : Frank Sinatra, kaner, aktour ha filmaozer stadunanat.
- 1933 : Manu Dibango, kaner ha soner saksell eus Kameroun.
- 1945 : René Pétillon, aozer bannoù-treset breizhat.
- 1949 : Marc Ravalomanana, prezidant Madagaskar (2002-2009).
- 1972 : Anna Mouradova, skrivagnerez rusian.
Marvioù
kemmañ- 884 : Karloman II, roue ar Franked.
- 1707 : Gwilherm Rousel, beleg ha geriadurour brezhonek.
- 1793 : Olier ar Felig, beleg nann-touer eus Bubri, lazhet en anv ar Republik C'hall.
- 1843 : Willem Iañ, roue an Izelvroioù, dug-meur Luksembourg.
- 1943 : Yann-Vari Perrot, beleg katolik breizhat, rener Feiz ha Breiz.
- 1963 : Theodor Heuss, kentañ prezidant Republik Kevreadel Alamagn.
- 1971 : Dita Parlo, aktourez sinema alaman.
- 1985 : Ian Stewart, soner klavier skosat, unan eus krouerien orin ar strollad The Rolling Stones.
- 2003 : Heydər Əliyev, prezidant Azerbaidjan.
- 2020 : John le Carré, skrivagner saoznek.
Lidoù
kemmañ- Katoliked:
- Sant an deiz :
- e Breizh : Sant Kaourintin
- e lec'h all : santez Janed Franseza a Chantal, sant Finnian
- Sant an deiz :
Hiziv c'hoazh, gouel Itron Varia Gouadaloupa, patronez Amerika Latinek.