1972
bloavezh
Bloavezhioù: 1969 1970 1971 - 1972 - 1973 1974 1975 | |
Dekvedoù: 1950 1960 - Bloavezhioù 1970 - 1980 1990 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved | |
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved Kronologiezh dre viz: Kronologiezh dre demoù: |
Diwar-benn bloavezh 1972 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Darvoudoù
kemmañEuropa
kemmañ- Freuzet eo kastiz ar marv e Sveden ha Finland.
Kenvarc’had
kemmañ- 22 Genver : Emastenn a ra ar KEE gant Breizh-Veur, Iwerzhon ha Danmark.
- 2 Here : Dre referendom ez a Danmark e-barzh KEE
Alamagn
kemmañ- 26 Mae : Feur-emglev kentañ etre an RKA hag an RDA.
- 5 Gwengolo : Lazhadeg 11 ezel eus skipailh olimpek Israel gant 8 palestinat da-geñver C’hoarioù München.
- 14 Gwengolo : Adskoulmañ a ra an RKA darempredoù diplomatel gant Polonia.
- 8 Du : Feur-emglev « diazez » RFA-RDA.
- 21 Kerzu : Feur-emglev « diazez » etre an RKA hag an RDA.
Breizh
kemmañ- 21 Genver : Harzet ez eus daou emsaver ezel eus an FLB-ARB
- Kreiz Ebrel : Lakaat a ra an FLB kenkiz breton ar promotour gall Bouygues da darzhañ.
- 29 a viz Gwenholon: Kolier an Erminig roet da René Pleven, e Pondivi.
- 3-10 Here : Barnet ez eus unnek emsaver eus an FLB gant Lez-varn Surentez ar Stad).
- 26 Du : Manifestadeg hag emvod krouiñ al luskad GALV e Pondi gant 2000 a dud bodet diwar c’houlenn tri aozadur Skol an Emsav, Emgleo Breiz ha Kuzul ar Brezhoneg. Embannet eo Disklêriadur Pondi.
- 18 Kerzu : Vot a-unvouezh ur Garta Sevenadurel gant Poellgor ren ar CELIB
- 21 Kerzu : Prezidant ar CELIB, Georges Lombard, a embann Karta Sevenadurel ar CELIB
- Dont a ra Strollad ar Vro da vezañ ar POBL.
- Krouidigezh ar gevredigezh Dastum.
- Krouidigezh Breizh Diffusion.
- Manifestadeg kentañ evit ma vo adunanet al Liger-Atlantel ouzh ar peurrest eus ar vro.
Gwelet ivez : Prosez 1972 an FLB
Frañs
kemmañ- 11 Genver : Embann a ra ar PS e brogramm gouarn.
- 19 Genver : Embann a ra ar gazetenn le Canard enchaîné follenn dailhoù Jacques Chaban-Delmas.
- 24 Meurzh : Lidet e vez an Turbotrain (TTB da zont)
- 28 Meurzh : "Le ar 103" el Larzac
- 14 Ebrel : Ar prezidant Pompidou a zisklêr e Sarre-Union er Bas-Rhin Il n'y a pas de place pour les langues régionales dans une France destinée à marquer l'Europe de son sceau.
- 23 Ebrel : Referendom war astenn Europa : 40% hep votiñ, 7% gwenn, 67,7 % ya.
- 27 Mezheven : Program Gouarn Boutin sinet etre ar PSF hag ar PCF.
- 5 Gouere : Dilez ar c’hentañ ministr Jacques Chaban-Delmas, erlec’hiet gant Pierre Messmer.
- 14 Gouere : manifestadeg 20 000 a dud e Rodés a-enep da astenn kamp milourel al Larzac
- 6 Gwengolo : Embann a ra ar gouarnamant e steuñv sokial.
- 5 Here : Krouiñ a ra Jean-Marie Le Pen ar Front national (FN), diwar luskadoù eus an tu-dehou pellañ evel Urzh Nevez (Ordre Nouveau), pe Kornôg (Occident).
- 25 Here : Kas a ra mesaerien eus al Larzac un tropellad deñved war leton ar Champ-de-Mars e Pariz
- 26 Kerzu : Sinañ a ra ar prefed an disklêriadur a laz foran evit astenn kamp al Larzac.
- 13-18 a viz Kerzu: kendalc’h ar Strollad Komunour Gall (PCF); Georges Marchais lakaet da Sekretour Meur d'ar 17.
- 31 a viz Kerzu: deroù trede chadenn an ORTF.
- Dont a ra e talvoud an dekred diwar-benn an hilastaliñ e Frañs.
- Rankout a ra an holl c’hopridi emezelañ ouzh un adrenad leve.
Iwerzhon
kemmañ- 30 a viz Genver, Bloody Sunday: tennañ a ra harzlammerien vreizhveuriat war ur vanifestadeg evit difenn ar gwirioù keodedel e Derry, e Norzhiwerzhon. 13 den zo lazhet. Didamallet eo an arme gant an enklask kentañ.
- 22 Mae : Gweladenn Richard Nixon en URSS (22-30 Mae).
- 26 Mae : Emglevioù SALT 1 da-geñver beaj Nixon e Moskov.
Azia
kemmañReter-nesañ
kemmañ- 30 Mae : Gwalldaol en aerborzh Lod (Israel): 26 marv hag ouzhpenn 80 gloazet
- 5 Gwengolo : Drouklazh atletourien israelat gant sponterien palestinat e C'hoarioù Olimpek München.
Reter-kreiz
kemmañIskevandir indezat
kemmañ- 11 a viz Genver: gant Pakistan eo anavezet dizalc'hiezh Bangladesh.
- 22 Mae : Dont a ra an drevadenn vreizhveuriat kozh Ceylan da vezañ Sri Lanka.
Reter-pellañ
kemmañ- 21 C'hwevrer : Gweladenn Richard Nixon e Sina (21-28 C’hwe.); kejañ a ra gant Mao Zedong.
- 30 Meurzh : Deroù un argadenn gomunour vras e su ar Viêt Nam.
- 11 Mae : Minet eo porzhioù norzh Viêt Nam ha blokus zo war ar vro.
- 13 Mae : Distroet eo Okinawa da Japan.
- 25 Gwengolo : Adskoulmet eo an darempredoù diplomatel etre Sina ha Japan.
- 18 Kerzu : Argadoù B-52 bras war Ha Noi hag Haiphong.
- 30 Kerzu : Adstagañ a reer gant kaozeadennoù Pariz war dazont Viêt Nam, fin zo da vombezadegoù bras ar Stadoù-Unanet.
- Norodom Sihanouk zo digarget e Kambodja.
Afrika
kemmañAmerikaoù
kemmañNorzhamerika
kemmañStadoù-Unanet
kemmañ- 7 Du : Richard M. Nixon (R) addilennet da brezidant ar Stadoù-Unanet gant 60,7% eus ar mouezhioù, a-enep da George McGovern (D) 37,5%.
Gwelet ivez a-us : Reter-pellañ
Suamerika
kemmañ- Distro ar jeneral Juan Perón en Arc’hantina goude 17 vloavezh en harlu.
- 13 Here : En em flastrañ a ra un nijerez uruguayat war aradennad an Andoù gant 45 a dud e bourzh. Anzav a ra raio ar saveteidi o doa debret kig lod tud evit chom bev
Okeania
kemmañArzoù ha lizhiri
kemmañLivañ
kemmañSonerezh
kemmañLennegezh
kemmañSinema
kemmañ- Bernardo Bertolucci a sav Le dernier tango à Paris.
- L'affaire Mattei gant Francesco Rosi ha La classe ouvrière va au paradis d'Elio Petri a ya ar maout ganto evit Priz Meur ar Festival de Cannes.
- The Godfather gant Francis Ford Coppola a ya ar maout gantañ evit Oskar ar film gwellañ.
- 3de dalc'h Festival sinema ha skinwel hollafrikan Ouagadougou. Mont a ra ar priz meur (Marc'h Yennega) gant Le wazzou polygame, savet gantOumarou Ganda (Niger).
Skiantoù ha politikerezh
kemmañ- Ray Tomlinson a ijin al lizheroù elektronek anvet c’hoazh post elektronek pe postel.
- Ijinet an askell-nij.
- Here : Nijadenn gentañ an Airbus A300, nijerez kentañ ar saver europat Airbus.
- Ijinet ar Prozac.
- An egorlestr Orion eus Apollo 16 war menezioù al Loar.
Armerzh
kemmañSport
kemmañ- 1añ a viz Gwengolo: trec'h eo Bobby Fischer war vBoris Spassky ha dont a ra da vezañ kentañ kampion ar bed amerikan an echedoù.
- 5 a viz Gwengolo : Gwengolo du, Lazhadeg an atletourien israelat gant ur c’homando sponterien palestinat e C’hoarioù München.
- C’hoarioù Olimpek goañv Sapporo e (Japan)
- Ijinadenn an askell delta.
A bep seurt/diasur
kemmañ- 17 Genver - Ken Hirai, sonaozer-kaner japanat
- 5 C'hwevrer - Régis Juanico, politikour gall
- 6 Meurzh : Shaquille O'Neal, c’hoarier basket-ball amerikan</nowiki>
- 23 Meurzh - Judith Godrèche, aktourez
- 17 Ebrel - Jennifer Garner, aktourez amerikan
- 21 Mae - Stomy Bugsy, kaner hag aktour gall
- 23 Mae - Rubens Barrichello, sturier redadegoù kirri (F1)
- 28 Mae - Chiara Mastroianni, aktourez c’hall
- 7 Mezheven - Karl Urban, aktour
- 23 Mezheven - Zinedine Zidane, c’hoarier mell-droad
- 26 Mezheven - Garou, kaner kebekat
- 6 Gouere - Isabelle Boulay, kanerez kebekat
- 6 Eost - Geri Halliwell, sonerez eus ar Spice Girls
- 11 Eost - Jonathon Prandi, aktour amerikan
- 15 Eost - Ben Affleck, aktour amerikan
- 30 Eost - Cameron Diaz, aktourez amerikan
- 21 Gwengolo - Liam Gallagher, kaner saoz ar strollad Oasis
- 23 Gwengolo - Sarah Bettens, aozer-sonaozer-kaner belgat
- 28 Gwengolo - Gwyneth Paltrow, aktourez amerikan
- 17 Here - Eminem, raper amerikan
- 17 Here - Wyclef Jean, raper amerikan
- 4 Du - Luis Figo, c’hoarier mell-droad portugalat
- 13 Du - Takuya Kimura, aktour japanat
- 10 Kerzu - Brian Molko, kaner ar strollad Placebo
- 19 Kerzu - Alyssa Milano, aktourez
- 22 Kerzu - Vanessa Paradis, kanerez hag aktourez c’hall
- 29 Kerzu - Jude Law, aktour
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1972
- 1añ Genver : Maurice Chevalier, aktour ha kaner gall (* 1888).
- 3 Genver : Frans Masereel, engraver ha livour belgiat.
- 4 C'hwevrer : Armañs ar C'halvez, pedagogour ha yezhour brezhonek (* 1921).
- 16 C'hwevrer : Youenn Drezen, skrivagner (* 1899).
- 25 C'hwevrer : Pierre Overney, emsaver maoour.
- 23 Meurzh : Cristóbal Balenciaga, kemener spagnol (* 1895).
- 27 Meurzh : Maurits Cornelis Escher, engraver nederlandat (* 1898).
- 27 Ebrel : Kwame N'Krumah, bet prezidant Ghana
- 28 Mae : Dug Windsor bet roue Bro-Saoz Edouarzh VIII (* 1894).
- 29 Mezheven : Boby Lapointe, kaner gall (* 1922).
- 14 Eost : Pierre Brasseur, aktour ha filmaozer sinema gall (* 1905).
- 11 Gwengolo : Asta Nielsen, aktour ez danat (* 1881)
- 27 Gwengolo : Shiyali Ramamrita Ranganathan jedoniour ha levraoueger indiat (* 1892)
- 20 Here : Harlow Shapley, egorfizigour amerikan (* 1885).
- 26 Kerzu : Harry Truman, prezidant ar Stadoù-Unanet (* 1884).
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1972