Ar skridvarnerezh eo obererezh an hini a varn ar skridoù lennegel, pe a lavar pegen talvoudus int. Ar skridvarnerezh a-vremañ a zo aet da vezañ levezonet gant damkanienn lennegel a bleg gant elfennouriezh prederouriezhel ar palioù hag an doareoù sevel a gaver el lennegezh, met n’eo ket an holl skridvarnerien damkanourien. Ur gennad lennegel eo da gentañ holl.

skridvarnerezh
Rumm lennegel, branch of literature, obererezh mab-den
Iskevrennad eusburutellerezh Kemmañ
Arvezliterary studies Kemmañ
Is the study oflennegezh Kemmañ
Pleustret gantskridvarnour Kemmañ

Lec’hioù embann

kemmañ

Kavet e vez oberennoù skridvarnerezh e kement stumm moulet, rak ne c'hell ket bezañ ken resis ar c'helaouenner-skridvarner a zispak e venozhioù er skingomz pe er skinwel. Ar skridvarnerezh gwellañ a vez aozet gant skolveuridi e levrioù pe e kelaouennoù embannet gant ar skolioù-meur. Kavet e vez pennadoù er c'helaouennoù lennegezh 'zo pe er c'helaouennoù boutinoc'h evit al lennerien anaoudek. Adal penn an 21vet kantved e weler darn ar skridvarnerezh bezañ bet embannet war ar rouedad Internet, dindan stumm ur gelaouenn ez-personel a reer blog anezhañ.
Ar skridvarnerezh nevesañ a c'hell bezañ levezonet gant teorienn al lennegezhioù, met n'eo ket labour ar skridvarner hini an teorienner.

Kentañ skridbarner brezhonek eo bet Teodor Kervarker[1], da gentañ o kinnig meur a werzioù ha sonioù dastumet er Barzaz Breiz e keñver kalité ar stil hag an eztaolañ ha da c’houde e pennadoù kaset d’ar gelaouennoù gouiziek evel ar ‘’Revue de Bretagne et de Vendée’’. Evit ober meuleudioù d’ur werzenn savet gant Yann-Vari ar Joubiouz e skrivas : « … o lenn gerzennoù evel-se ez an da zinerzhañ o soñjal ober ma micher skridvarner ».[2].
Rouez-tre eo ar pennadoù skridvarnerezh brezhonek hiziv pa n'eus ket kalz a skrivagnerien, hag ar re-se n'o deus ket kalz a lennerien. Klemmet o deus un nebeud skrivagnerien ne glevent heklev ebet eus an degemer graet d'o levrioù (Youenn Drezen ha Mikael Madeg en o zouez). Strivoù a zo bet graet gant skipailhoù Aber, Al Liamm, Al Lanv ha Brud Nevez evit embann pennadoù gwir skridvarnerezh. N'eus ket a skridvarnerezh brezhonek savet er skolioù-meur.
Un nebeud skrivagnerien vrezhonek o deus dalc'het da sevel skridvarnadennoù diles : Youenn Olier, Reun ar C'halan, Andreo ar Merser, Pierrette Kermoal, Aline Gleoneg, Fañch Broudig.

Istor ar skridvarnerezh

kemmañ

Skridvarnerezh klasel ha krennamzerel

kemmañ

E mare klasel ar gresianeg e weler ar skridvarnerezh diorroet mat dija pa voe gouest Aristoteles sevel ar '’Poetika (Περὶ ποιητικῆς Peri poietikês, Diwar-benn ar varzhoniezh), ennañ tipologiezh ha deskrivadur ar gennad lennegel arbennik-se e-doug ar 4vet kantved kent Krist. Implij a reas meizadoù ar mimesiz hag ar c’hatarsiz hag a zo chomet savboentoù krennus evit sevel ur barn. Pa voe taget ar varzhoniezh gant Platon, diwar abegoù e falserezh pe e drevezañ, e voe kadarnaet ar gennad lennegel.

Skridvarnerezh an Adc’hanidigezh

kemmañ

Pennadoù nes

kemmañ


Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Merzet gant Yves Le Berre, La littérature en langue bretonne… entre 1790 et 1918, Levrenn II, p. 497.
  2. Revue de l’Armorique, Here 1844 (meneget gant Yves Le Berre).