Mont d’an endalc’had

Zhu Xi

Eus Wikipedia
Zhu Xi

ZHU Xi, sinaeg 朱熹[1], pinyin "Zhū Xī" (ÉFEO[2] "TCHOU Hi", Wade-Giles "CHU Hsi"), “ruzell-veure skarlek” (1130-1200) oa oa ur gouizieg konfusian sinaat a vevas da vare ren ar remziad Song (960-1279)[3].

Evel prederour e voe e penn Skol ar Pennaennoù, a gendeuzas ar Pevar Levr, ha poellegour pouezusañ an Nevez-Konfusianegezh e Sina dre bouezañ, en tu-hont d’al labour-spered distag diouzh an traezoù danvezel, war imbourc’h an traoù (ge wù) evel ma vez displeget en Dà Xué, unan eus ar Pevar Levr. Zhu Xi eo a zeuas a-benn da aozañ lod meizadoù daoat diouzh ar Gonfusianegezh.

Brudet-bras eo evit e zamkan 理学, lĭ xué, ”gouziegezh an abegoù”/”gouiziegezh ar gwiadur” e vez tabutet diwar e benn hiziv an deiz c’hoazh[4].

A-drugarez dezhañ e voe adlakaet ar Gonfusianegezh da zave en impalaeriezh sinaat goude bezañ bet diskaret gant ar Vouddhaegezh da vare ar remziad Song (960-1279).

Ur skrivagner meur e voe Zhu Xi ivez, pa lezas un niver bras a oberennoù lennegel ha gouiziegel. Hiziv an deiz c’hoazh e seller ouzh e labourioù war ar skridoù sinaek kozh evel ouzh ul labour skiantel a-zoare.

Er bloavezh 1130 GJK voe Zhu Xi ganet e Wu Yuan (e biz ar rannvro Jiangxi hiziv, war harzoù ar rannvro Fujian e gevred Sina e-tal Taiwan) da bennarcher an isprefeti. En 1140 e voe e dad skarzhet eus e garg abalamour ma oa savet enep politikerezh ar pennadurezhioù e-keñver ar remziad Jurchen Jin a rene war Norzh Sina (Beijing) ; tennet e voe Zhun Xi diouzh ar skol ha kelennet gant e dad betek ma varvas hemañ er bloavezh 1143. Adal neuze e heulias kentelioù tri mignon d’e dad, hag er bloavezh 1148 e tremenas Arnodennoù an Impalaeriezh, a oa diazezet war Ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour, a-benn bezañ kargad er velestradurezh. Daoust dezhañ bezañ 19 vloaz hepken e teuas neuze da vezañ ur gouizieg en impalaeriezh. A-hed e amzer kargad e chomas war ur renk izel a-walc’h, pa nac’he kargoù uheloc’h e kêrbenn an impalaeriezh abalamour ma ranne e vuhez etre al labour melestradurel hag ar studi.
E 1153 e voe anvet da rener marilhoù ar c’hontoù e bann Tóng Ān, e gevred Fujian, ma chomas betek 1156.

Adal 1153 ivez e krogas da gemer kentelioù digant Li Dong, un heulier d’ar vreudeur nevez-konfusian Cheng Hao (1032-1085) ha Cheng Yi (1033-1107), hag e 1160 en em lakaas ez-ofisiel dindan mestroniadur Li Tong.
Er bloavezh 1179, tri bloaz war ’n ugent goude bezañ dilezet e garg e Tóng Ān, e voe anvet da brefed bann soudardel Nankang (rannvro Jiangxi). Eno ez adsavas Akademiezh Mougev Ar C’harv Gwenn (白鹿洞書院) ken bezañ skarzhet e 1182 abalamour ma oa savet enep divarregezh lod uhelgargidi.
Boas e oa Zhu Xi da ezteuler e vennozhioù : a vare da vare e kase sinadegoù d’an impalaer ; unan anezho, bet kaset e 1163, zo brudet evit he herder pa c’houlenne groñs ma vije adpiaouet Norzh Sina dre vrezel petra bennak ma oa ar pennmaodiern Tang Situi o reiñ tu d’un treuzemglev gant an alouberien.
Meur a wezh e voe Zhu Xi anvet ha neuze skarzhet gant uhelgargidi en abeg d’e vennozhioù ha d’e emzalc’h. Er bloavezh 1196 avat, hag eñ 66 vloaz, e voe tamallet dezhañ itrikañ enep an impalaer ; e holl lesanvioù ha kargoù a voe tennet digantañ – dre forzh breutaat koulskoude e teuas a-benn da dapout ul leve e 1200, nebeudig kent mervel en abeg d’ar vid. Ur mil bennak a dud a zeuas d’e obidoù.

Kreskiñ c’hoazh a reas e vrud goude e varv. Er bloavezh 1208 e voe enoret gant an impalaer Song Ningzong (1168-1224, ren 1195-1225), kent bezañ noplaet e 1227 gant Song Lizong (1205-1265, ren 1225-1265).
Er bloavezh 1241 e voe lakaet e dablezenn-gañv en azeuldi Konfusius e Qufu.

Betek hiziv an deiz, tremen 800 vloaz goude e varv, e chom Zhu Xi un dave evit kement prederour sinaat a zo bet war e lerc’h.

Prederouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Zhu Xi

Da vare Zhu Xi e veze sellet ouzh e brederouriezh evel direizh e-keñver kelennadurezh ar Gonfusianegezh peogwir e tiazeze e gentelioù war ar Pevar Levr (en ur bouezañ war imbourc’h an troù an Dà Xué bepred) e-lec’h ober gant Levr ar C’hemmoù (Yi Jing), anezhañ unan eus ar Pemp Klaselour. Ar Yi Jing avat a voe e penn kentañ prederouriezh Zhu Xi.

Dre emdroadur an diouganouriezh e Sina e voe savet 64 c’hwec’hlun ar Yi Jing a-benn aroueziañ holl zarvoudennoù danvezel, speredel, naturel pe istorel an hollved dre genc’hoari ar pennaennoù yin (gourel, oberiant, ampar) ha yang (benel, gouzañvus, par) evel displeget gant an Daoegezh. Hervez an damkan-se neuze ez eus, a-raok pep tra ha pep boud en hollved, kent ar yin hag ar yang, ur pennaenn veur anvet 态丌 tài jī, “ar stad hen” ; unvaniezh an hollved eo tài jī, a vez aroueziet dre ur c’helc’h gwenn, hag e tài jī emañ an dào (道 , dào), “an hent”[5].

Gant ar vreudeur Cheng bet meneget a-us e voe prederiet a-zivout ar meizad 理,, “abeg” / “gwiadur” kement tra pe zarvoudenn a zo en hollved : perak ha penaos int savet evel m’emaint, ez emdroont hag ez eont da get, ha petra eo natur wirion an danvez anezho. An elfenn danvezel diwezhañ-mañ a dostajont da 氣 (“burezh / nerzh / anal”) an Daoegezh : nerzh buhezel pep elfenn an hollved en he stumm danvezel.

Oberenn dibar Zhu Xi e voe kendeuziñ ar meizadoù tài jī (ar bennaenn veur) ha (abeg/gwiadur an traoù) da sevel lĭ xué.

理学, lĭ xué, “gouziegezh an abegoù” / “gouiziegezh ar gwiadur”

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez damkan Zhu Xi ez eo ar bennaenn difetis ha krouerez, “al lezenn” diveret digant tài jī, an abeg digemm da vezoud kemmus kement tra a zo en hollved – hervez o ren kenc’hoari yin ha yang ez int savet, e kemmont hag ez eont da get.

Un abeg zo neuze d’ar boudoù, d’an traoù ha d’an darvoudoù, emezañ, ar pezh a zo kontrol da gelennadurezh ar Vouddhaegezh na wel nemet touelloù en hollved.
Peogwir ez eus un abeg ez eus ur ster, ha peogwir ez eus ur ster d’an dud e talvez kelennadurezh buhezegel Konfusius : ar stad a junzi (“den a enor”) eo ster buhez an dud.

Unan ha didroc'hus eo abeg/gwiadur () an den, pep den en deus unan (a anver "ene" pe "spered") hag ar mad eo peogwir eo liammet gant an tài jī ; pa vez ur mad ez eus ur fall ivez (gwelit tài jī tū an Daoegezh), ha natur wirion (氣, ) an den trubuilhet e-kerzh kenc'hoari ar yin hag ar yang eo ar fall a zo ennañ.

Da lavar Zhu Xi, emskiant (心, xīn, “kalon”, “spered”) pep boud hiniennel n’eo nemet e wiadur unanet gant ur stumm danvezel (形, xíng, “stumm”). An holl voudoù zo emskiant, met pa vez yin dreist-holl en o gwiadur ne c’hallont ket anavezout an hollved (ar plant, da skouer) ; pa vez yang ar muiañ eus o gwiadur e c’hallont anavezout, evel an dud, met c’hoarvezout a ra gant o emskiant, dre zigempouez ar yin hag ar yang enno, bezañ dilufret gant techoù ha c’hoantoù an emgarantez. An Hent neuze, hervez Zhu Xi bepred, eo adlufrañ an emskiant (xīn) dre zoujañ d’ur vuhezegezh reizh – bevañ evel ur junzi – ha studiañ ar skridoù kozh – an Dà Xué pergen, hag “imbourc’h an traoù” ennañ.

Dre al labour-se warno o-unan – imbourc’h an troù a-benn anavezout o – e c’hall an dud diorren o 精诚 jīn chéng, o feurwirionded – dre anavezout tài jī.
Ur c’heal kemplezhek eo jīn chéng, rak en tu-hont da beurwirionded natur an den e talvez e fealded d’an natur-se, hag ivez padusted digemm an natur-se. Evel en Daoegezh ez eo ar stad-se par d’ar furnez uhelañ, pa vez emzalc’h an den neuze a-unvan gant red an hollved ha natur wirion ar bennaenn veur (tài jī).

Taget e voe Zhu Xi a-zivout ar meizadoù , a vije bouddhaat, ha tài jī, a vije daoat ; d'ar rebech kentañ e respontas ez eus eus ur meizad kosoc'h a-galz eget ar Vouddhaegezh, ha d'an eil e tisplegas penaos e oa tài jī da vezañ meizet disheñvel diouzh an dào : difiñv ha goullo eo hennezh ha kendeuziñ a ra pep tra ennañ, pa vez tài jī o krouiñ dibaouez traoù nevez ha disheñvel.

Lu Jiuyuan (1139-1193) e voe eneber pennañ Zhu Xi. Nac’hañ a ra e vije abeg an den (), e stumm (xíng) hag an tài jī pouezusoc’h eget xīn, e galon hag e spered. Hollvedel eo xīn hervezañ, gant xīn neuze eo bet krouet an egor hag an amzer, e xīn emañ pep tra hag e pep tra emañ xīn. N’eus ket ezhomm a studioù ha breutadennoù da anavezout ar wirionez, e kalon hag e spered pep den emañ, ha n’eo ar skridoù konfusian nemet displegadennoù eus ar peurwirionez hollvedel-se. Daoust dezhañ lavaret kontrol e c’haller merzout ez eo prederouriezh Lu Jiuyuan levezonet gant doare chán ar Vouddhaegezh (a zo an orin d’ar zen japanat).
Evel ma vez Zhu Xi anavezet evit e zamkan lĭ xué, “gouiziegezh an abeg”, ez eo Liu Jiuyuan kounaet evit xīn xué, “gouiziegezh ar galon”.

Hêrezh Zhu Xi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zhu Xi e voe an Nevez-Konfusian kentañ o terc'hel start da gelennadurezh Konfusius (junzi) en ur zegemer lod pennaennoù eus ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh. War e lerc'h e voe e vennozhioù an doare konfusian nemetañ da veizañ ar pennaennoù-se.

Evit ar wezh kentañ en Istor ar brederouriezh sinaat e voe prederouriezh Zhu Xi unan ken frammet ha kemplezhek ha hini ar Vouddhaegezh.
Evit e labour war ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour avat e voe doujet gant e warlerc'hidi, ar pezh o c’hasas tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù da zroukveskañ "imbourc'h an traoù" ha "studi ar skridoù kozh". Tamm-ha-tamm ivez e troas klask jīn chéng, ar beurwirionded kar d'an Daoegezh, da glask ur glander dichek ha damrelijiel a zo pell diouzh mennozhioù uhel ar Mestr kozh.

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html ; eus ar geriadur-se e teu kement kealarouez a gaver er pennad-mañ.
  2. École Française d’Extrême-Orient, he deus savet ur reizhiad da dreuzskrivañ ar sinaeg e lizherennoù roman abaoe 1902. Petra bennak ma vez arveret ar pinyin hiziv an deiz e kaver c’hoazh kalz anvioù dindan stumm an ÉFEO er studiadennoù gallek. Ar reizhiad Wade-Giles dreist-holl eo a vez arveret e saozneg e-kichen ar pinyin.
  3. CHIN Annping, 2010
  4. VANDERMEERSCH Léon, Zhu Xi en Dictionnaire de la Civilisation chinoise
  5. GRÉGORY Claude, Cosmologie, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise

Oberennoù Zhu Xi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ZHU Xi, Learning to Be a Sage, troet gant D. K. Garner, University of California Press, Berkeley, SUA, 1990, ISBN 978-0-520-06525-3
Un dibab pennadoù tennet eus Kendivizoù Mestr Zhu, renket a-zodennoù.
Ur studiadenn diwar-benn Zhu Xi hag an diouganouriezh.
Ur studiadenn diwar-benn an difiñv hag an oberiantiz e preder Zhu Xi.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.