Mont d’an endalc’had

Raymond Delaporte

Eus Wikipedia
Raymond Delaporte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRaymond Kemmañ
Anv-familhDelaporte Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Gwe 1907 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKastell-Nevez-ar-Faou Kemmañ
Deiziad ar marv7 Du 1990 Kemmañ
Lec'h ar marvPenn-ar-Bed Kemmañ
TadRaymond Delaporte Kemmañ
Breur pe c'hoarYves Delaporte Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
ImplijerUniversity College Cork Kemmañ
Kargrener, rener Kemmañ
Bet war ar studi eUniversité catholique de l'Ouest Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ
Ezel eusStrollad Broadel Breizh (1931-1944), Jabadao Kemmañ
"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte e kazetenn ar strollad L'Heure Bretonne d'an 12 a viz Kerzu 1943)

Raymond Delaporte (Kastell-Nevez-ar-Faou, 13 a viz Gwengolo 1907 - 7 a viz Du 1990) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. Remont ar Porzh e oa e anv brezhonek.

Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, Herve Delaporte hag Yves Delaporte, anavezet o-daou ivez en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur Angers d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e Strollad Emrenerien Vreiz. E 1932 e savas Breuriez ar Brezoneg er Skoliou, asambles gant tud evel Yeun ar Gow, evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh 1938 e voe anvet da rener ar strollad Bleun Brug. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu 1940, pa voe galvet da gemer penn Strollad Broadel Breizh e-lec'h Olier Mordrel.

Strollad Broadel Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da Iwerzhon, hag e vreur Yves Delaporte da Vro-Skos. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv enep ar varnadenn-se.

Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e kelennas en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur Korkig da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol Per Denez, Brezhoneg buan hag aes, ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.

Un istorour e oa ivez Raymond Delaporte. Labouret en devoa war istor Kastell-Nevez-ar-Faou evel e dad.
Setu tresadennoù gant an tad bet embannet e 1909 er Bulletin de la Société préhistorique de France.

Skritell propaganda gant an SBB.
  • Elementary Breton-English Dictionary, Cork University Pesss, 1979 ; advoullet e 1986 ha 1992.
  • Elementary English-Breton Dictionary, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary, Mouladurioù Hor Yezh, 1995 ; an div levrenn unanet en ul levr.
  • Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993 ; sinet « Remon ar Porzh ».

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • L'Heure Bretonne Even 1940 - Even 19440.
  • War du ar pal, Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brezhoneg... buan hag aes – A beginner's course in Breton, adapted from the French of Per Denez, Cork University Press, 1añ a viz Genver 1977 (ISBN 978-0-902561-11-3)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]