Mont d’an endalc’had

Piran

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Peran)
Tennañ a ra ar pennad-mañ da Sant Piran, paeron Kernev-Veur. Evit sterioù all, sellit ouzh Piran (disheñvelout).
Sant Piran.

Sant Piran, pe Pêran, pe Perran, zo anv ur manac'h deuet eus Enez Vreizh er VIvet kantved, hag a oa bet desket e manati Llanilltud Fawr e Kembre.

Marteze eus Iwerzhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo a lavar e teue eus Iwerzhon, hag ez eo ar memes anv sant evel an Iwerzhonad Ciarán eus Saighir. Arguzennoù zo : Iwerzhoniz arall zo bet tremenet dre Llanilltud ha klotañ a ra ar son /p/ predenek gant ar son /c/ gouezelek, met n'eus ket emglev etre an arbennigourion rak ur chapel sant Piran zo bet e Kerdiz, ha kement-se a brouje e oa Kembread, hervez un istorour. Re all a wel ur sant Ciarán all.

Sant paeron ar vengleuzerien eo Piran. Hini Kernev-Veur eo hiziv ivez, goude ma vez roet an titl-se da sant Mikael ha sant Petroc kenkoulz all.

D'ar 5 a viz Meurzh e vez goueliet ar sant, un devezh a bouez e Kernev-Veur, ha bannieloù sant Piran, ar banniel broadel, a vez gwelet a-leizh er vro en deiz-se.

Anvioù lec'hioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E anv a gaver

Banniel Sant Piran

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel sant Piran

Banniel Sant Piran eo Banniel Kernev-Veur, gant kroaz sant Piran warnañ, ur groaz wenn e-kreiz ur banniel du, damheñvel ouzh banniel Breizh kozh, a oa gwenn gant ur groaz du.

Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar sant.

  • Hervez homañ e varvas Piran pa gouezhas en ur puñs goude ur c'horfad, ken mezv e oa. Ma vez lavaret hiziv c'hoazh: "ken mezv evel ur Piraner". Tud zo a garfe ober anezhañ sant paeron al lonkerien ivez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]