Les Cahiers du Bleun-Brug
Les Cahiers du Bleun-Brug a oa ur gelaouenn gristen e galleg a oa bet embannet etre 1957 ha 1959 da gentañ, hag etre 1970 ha 1977 goude.
Les Cahiers du Bleun-Brug kentañ (1957-1959)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ar gelaouenn Les cahiers du Bleun-Brug e 1957 gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, aluzener-meur ar Bleun-Brug, ha kelenner e Skol-Veur Roazhon. Ur gelaouenn drimiziek a oa, renet gant an aotrou Laorañs Bleunven, evit ar prederiañ hag ar gelennadurezh, e-kichen ar gelaouenn Bleun-Brug.
Eil Les Cahiers du Bleun-Brug (1970-1977)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkavet e oa anv Les Cahiers du Bleun-Brug e 1970 gant rummad nevez Bleun-Brug[1], goude 1968, evit ober « le véhicule trimestriel de nos réflexions sur les différents aspects de l'actualité politique, économique et culturelle en Bretagne »[2].
Goude an niverenn 11-12, an istitl Bretagne aujourd’hui a oa ganti, ha goude an niverenn 16, anvet e oa en-dro Bretagne aujourd’hui. Cahiers du Bleun-Brug ». Pennoù ar gelaouenn-se a oa Job an Irien, Yann-Bêr Thomin, Gérard Pigeon, Pierre Tanguy, Yvon Tanguy.
Echuet e oa bet gant ar gelaouenn-se e 1977, gant ar niverenn 27.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Marc Simon, Bleun-Brug : expression d'un idéal breton. Pages d'histoire, Association Abati Landevenneg, 1998, p. 96.
- ↑ Les Cahiers du Bleun-Brug, niv. 1, 1970, p. 1.