Harnez (houarnwisk)
Neuz
An Harnez (eus ar henc'halleg harnais, hag a za eus ar norseg *hernest "madoù milourel") zo un hollad dilhad houarnwisket d'ur marc'heg. Loened evel ar c'hezeg hag an olifanted a c'hall bout harnezet ivez.
Taolennadur istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer uhelañ e veze graet harnez eus ar sae-vailhek anvet "Brünne", "Halsberc" pe "Haubert", hag a emdroas davet ur houarnwisk-pladek e fin ar grennamzer hag e-kerzh an amzerioù modern.
Tipologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e ster ledan e talv "Harnez" tout an hollennoù dilhad a vez implijet evit diwall ar c'horf dre vras.
Daoust ma vez implijet ar ger evit pezhioù metal pounner peurliesañ, e c'hallfed taolenniñ gwiskoù gant danvezioù liesseurt evel:
- Gwiadwisk
- Laerwisk
- Houarnwisk-bladek
- Houarnwisk-vailhek
- Lavnwisk
- Skantwisk
- Brigantin
- Hobregon