Mont d’an endalc’had

Geriaoueg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'heriaoueg (liester : geriaouegoù) a zo un hollad gerioù. Ma'z eo ur roll, ul listennad, e vez renket ar gerioù hervez un urzh, hag alies e vo urzh al lizherenneg, a gemm tamm pe damm hervez ar yezhoù.

Savet eo an anv geriaoueg diwar an anv-kadarn lies gerioù hag an dibenn gwregel -eg, a verk ul lec'h (gwelout er wikigeriadur : [1]).

Gerioù kar eo gerva ha geriadurig.

Ur verb deveret a zo : geriaouegiñ.


Geriaoueg evel daspunadur gerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e vez levrioù, levrigoù ha fichennaouegoù urzhiataerel gant rolloù alfabetek gerioù tal-ouzh-tal pe un displegadur pe ur ger kevatal en ur yezh all. Seurt geriadurioù divyezhek simpl int, fardet evit pourvezañ un harp d'an dud na ouezont mat yezh pe gerioù ar bann kentañ.
Savet e vez kalz a c'heriaouegoù war dachennoù arbennik.

Geriaoueg evel hollad difetis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez evit termeniñ hollad ar gerioù pe al lemmennoù a c'helll bezañ kavet en ur yezh. Studi geriaoueg ur yezh a zo ur skourr eus ar yezhoniezh, ar geriaouerezh hec'h anv.
Er ster anavezetañ eo an holl c'herioù (lemennoù) a vez implijet gant an hiniennoù, ar skrivagnerien en o skridoù, da skouer.


Geriaouegoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a c'heriaoueg brezhonek a zo bet embannet ha meur a c'heriadur n'eo ket nemet ur c'heriaoueg divyezhek hag an hini kentañ ar C'hatolicon ken ez eo unan meur. Nevez zo en deus Yoran embanner fardet un dastumadeg "geriadurigoù" brezhoneg + ur yezh all.