Sturienn
Neuz
(Adkaset eus Ger-stur)
Ur sturienn, pe : ger-stur, zo ur frazenn verr, pe ur bomm-lavar arouezius da ziskouez mennad un den, ur stroll, un aozadur, dibabet da sturiañ buhez an dud, pe a-wechoù da gounaat an tremened hep mui. Alies e vez e latin.
Da skouer :
- Potius mori quam foedari, sturienn duged Breizh ;
- Liberté, Égalité, Fraternité, sturienn ar Republik c'hall ;
- Por mi raza hablará el espíritu ("Dre ma gouenn e komzo ar spered") eo sturienn Skol-veur broadel emren Mec'hiko, kinniget gant José Vasconcelos.
En ardamezouriezh e vez lakaet ur sturienn war an ardamezioù, e traoñ ar skoed.