Mont d’an endalc’had

Friedrich Sämisch

Eus Wikipedia

Friedrich (Fritz) Sämisch a zo bet ganet d'an 20 a viz Gwenholon 1896 e Berlin-Charlottenburg (Alamagn) ha marvet d'an 16 a viz Eost 1975 e Berlin-Wannsee (Alamagn) .

Mestrc'hoarier echedoù alaman.

Kemer a reas an deirvet plas e tournamant Baden-Baden (1925), goude Aleksandr Alekhin hag Akiba Rubinstein, met dirak Efim Bogoljubov, Frank Marshall, Savielly Tartakower, Abram Rabinovitch, Ernst Grünfeld hag Aaron Nimzowitsch. Kentañ e voe e Vienna (1921), Dortmund ha Brno (1928), a-gevred gant Richárd Réti ar wezh-mañ. Eilvet e voe e Berlin (1927) hag adarre e Berlin e 1928, a-gevred gant Efim Bogoljubov hag Aaron Nimzowitsch.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]